Stamppot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stamppot fardet diwar avaloù-douar hag endivez

Stamppot a zo ur meuz hengounel eus an Izelvroioù ha Flandrez (stoemp a reer anezhañ e Flandrez). Diazezet eo war avaloù-douar flastret mesket gant legumaj all : kaol-go, endivez, karotez (neuze ez eo anvet hutspot), ognon pe kaol rodellek. Debret e vez gant silzig mogedet (nederlandeg : rookworst) pe kig bervet. Kavet e vez stamppot prest da zebriñ er stalioù boued, debriñ stamppot a c'haller ober ivez e pretioù. Debret e vez peurliesañ gant yod-avaloù, kornichon pe hilienn ognon. N'eo ket anavezet orin ar stamppot, met brudet-tre eo ar meuze-se en Izelvroioù. Ur meuz marc'had-mat, fonnus ha stambouc'hus eo.


Fardañ stamppot[kemmañ]

Daou zoare disheñvel a zo da fardañ stamppot, an doare kentañ eo an hini modernañ :

  1. Dispartiet e vez an avaloù-douar hag al legumaj all, ha bervet pep hini diouzh e du. Goude-se e vesker an avaloù-douar gant al legumaj all, ha flastret e vezont. A-benn dousaat ar blaz e c'haller ouzhpennañ yod-avaloù. Debret e vez goude-se gant silzig mogedet.
  2. Meskañ pep tra (avaloù-douar, ognon, legumaj all hag ar silzig mogedet) en ur plad a c'haller ober. Ur banne dour a ouzhpenner, ha lakaet e vez pep tra da virviñ. Ur wech poazh an traoù ec'h ouzhpenner ur banne laezh, amann ha holen, ha flastret e vez al legumaj.