Stêr Ruz (Viêt Nam)
- Stêrioù all anvet Stêr Ruz zo ivez.
|
||||
|---|---|---|---|---|
|
Ar Stêr Ruz, etre Honghe ha Nansha e proviñs Yunnan (Sina). (Ebrel, 2002)
|
||||
| Statud | {{{14}}} | |||
| Hirder | 1149 km | |||
| Uhelder an eienenn | m | |||
| Kas keitat | m³/s | |||
| Gorread an diazad | km² | |||
| Bro(ioù) douret | Sina Viêt Nam | |||
| Diazad stêrioù |
||||
| En em daol e | Mor Su Sina | |||
| Ledander er genoù | ||||
| Andon | {{{11}}} | |||
| Adstêrioù | {{{12}}} | |||
| stêr - hidrologiezh | ||||
Redek a ra ar Stêr Ruz (vietnameg Sông Hồng pe Hồng Hà; sinaeg Hónghé (红河); Haneg: Lalsa) adal Sina betek Viêt Nam a-raok en em deuler e mor Su Sina. Anavezet eo ivez dre an anv Yuan Jiang (元江, pinyin yuan2jiang1), a dalvez "Stêr orinel."
1149 kilometr hir eo ar stêr, 639 km e Sina ha 510 e Viêt Nam. E proviñs Yunnan emañ eien ar stêr, e Sina. Peurliesañ e red penn d'ar gevred. Treuziñ a ra bro ar vinorelezh Dai a-raok kuitaat Sina dre prefeti emren Honghe e Yunnan. Mont a ra tre e Viêt Nam dre broviñs Lao Cai a-raok tremen dre vevenn reter Ha Noi, kêr-benn Viêt Nam. Lec'hiet eo Tonkin war delta ar stêr. Da vare an trevadennerezh e klaskas ar Frañsizien ha galloudoù all ober eus ar stêr Ruz un hent kenwerzhel gant Sina. un tammig berzh a reas. Ar Stêr Du, Hắc Hà, eo adstêr bennañ ar Stêr ruz.
Taolenn |