Mor Su Sina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mor Su Sina

Ul lodenn eus ar Meurvor Habask eo Mor Su Sina (南海, Nán Hǎi, e sinaeg, da lavaret eo Mor ar C’hreisteiz). En em ledañ a ra er su da Republik Pobl Sina hag en norzh da Indonezia, war ur gorread 3 500 000 km² pe war-dro. En-dro da Vor Su Sina emañ ivez Malaysia, Filipinez, Taiwan, Brunei, Singapour, Thailand, Kambodja ha Vietnam.

Dre strizh-mor Taiwan eo digor war Mor Reter Sina, pelloc’h en hanternoz. Un 200 enezenn bennak zo e Mor Su Sina hag an hanter anezho a ya d’ober an inizi Spratly, un enezeg didud a vez dizemglev etre ar broioù tro-dro (Republik Pobl Sina ha Vietnam, dreist-holl) da c’houzout ouzh peseurt stad int stag.

An anv[kemmañ]

Mor Su Sina eo an anv a vez graet eus ar mor-se en darn vrasañ eus ar yezhoù. Er XVIvet kantved e voe anvet gant ar voraerien deuet eus Portugal Mar da China (Mor Sina) ; diwezhatoc’h hepken e voe ezhomm da lakaat kemm etre al ledennad dour-se hag an hini a oa pelloc’h er hanternoz ha neuze e voe graet Mor Su Sina anezhi. Heñvel eo an anvioù sinaek 南中國海, Nán Zhōnggúo Hǎi, Mor Su Sina, pe 南海, Nánhǎi, Mor ar Su). E Vietnam e vez anvet peurvuiañ Mor ar Reter (Biển Đông).