Somme (stêr)

Eus Wikipedia
Marquenterre, baradoz al laboused, en aber ar Somme

Ar stêr Somme zo ur stêr e Pikardi, e hanternoz Bro-C'hall, 245 km hed dezhi, hag en em daol e Mor Breizh. Dont a ra hec'h anv eus ur ger keltiek Samma a dalveze kement ha sioul hag a vez adkavet e meur a anv-lec'h er broioù gallek.

Roet he deus hec'h anv d'an departamant gall Somme e 1790.