Mont d’an endalc’had

Skolaj Sant-Jozef Lannuon

Eus Wikipedia

48°43′46″N 3°27′19″K / 48.72944, -3.45528


Ur skolaj kristen eo skolaj Sant-Jozef Lannuon. Alese ez eus deuet meur a emsaver breizhat, en o zouez Pêr Bourdellez, Loeiz ar Floc'h, Job Lec'hvien, Pêr ar Gall, Armañs ar C'halvez, Guillaume Dubourg, Yann Talbot, Jakez Konan, Fañch Kerrain, Tangi Louarn, Malo Louarn hag Erwan Kervella.


Kapusined a oa staliet er savadurioù betek 1830.

E 1830 e teuas Breudeur ar Skolioù Kristen da gemer o flas. Skarzhet e voe ar re-mañ e penn kentañ an XXvet kantved da vare al lezennoù a zipartias an Iliz diouzh ar Stad. E 1907 ec'h annezas e savadurioù goullo Lannuon ar veleien a gelenne e Kloerdi bihan Landreger. Deuet da vezañ Skolaj Sant Jozef e kreskas ar skol. Kalz a bañsionidi o deus studiet eno abaoe penn kentañ an XXvet kantved. E-touez ar skolidi vrudet e c'heller menegiñ Édouard Ollivro, aozer Picou fils de son père embannet gant Plon e 1954 ha lakaet e brezhoneg (Pikoù mab e dad, Mouladurioù Hor Yezh) gant Jakez Konan. Ur skol evit ar baotred oa Sant Jozef betek 1967.

Digoret oa bet e Lannuon e 1836 ur skol-lojañ evit ar merc'hed. Kadarnaet oa bet d'an 9 a viz Gwengolo 1837. Staliet da gentañ war an Hent Glas (straed Ernest Renan bremañ) en em stalias e savadurioù nevez e Krec'h-Avel e 1838. E 1904 e oa bet difennet d'ar seurezed kelenn. Ur prantad un tamm diaes a zeuas goude (meur a berc'henn, tachennoù gwerzhet...). Distreiñ a reas Seurezed ar Retred e 1926 da Grec'h Avel. E 1927 e voe digoret an Ensavadur Bossuet evit skoliata ar merc'hed yaouank. 99 skoliadez e 1944-45. Savadurioù nevez e 1962.

Ur chapel nevez a voe savet e 1966. Lakaet eo bet dizimplij gant Eskob Sant-Brieg ha Landreger e 1996. D'an 21 a viz Genver 1996 e voe kaset relegoù an Aotrounez André Le Gall (1758-1794) ha François Lageat eus ar chapel da iliz Brelevenez. Ar relegoù a oa er chapel abaoe 1853. An daou veleg disuj a voe dibennet d'an 3 a viz Mae 1794 war ar Marc'hallac'h e Lannuon pa voe dibennet Ursule Terrier, gwreg Taupin, a hini he doa roet bod dezho, d'ar 4 dirak he zi e Landreger.

300 skoliadez a oa d'ar mare-se.

Bet eo bet an Aotrou Armañs ar C'halvez aluzener e Bossuet eus 1963 da 1972.

Sant Jozef - Bossuet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1967 vez skoliataet paotred ha merc'hed asambles. Hervez ar mammennoù e lenner Lycée Saint Joseph-Bossuet pe Collège Saint Joseph ha Lycée Bossuet. Liammet eo an div skol. E 2010 e oa 1 455 skoliad, 824 skolajiad ha 631 lisead. Klasoù goude ar vachelouriezh a zo. Unan eus skolioù eil derez pouezus Lannuon eo Sant Jozef - Bossuet.

Pennad pennañ: Chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon

Brudet eo skolaj Sant Jozef evit e chapel bet savet etre 1936 ha 1937. James Bouillé oa an adeiladour pe disavour. Xavier de Langlais en deus livet Hent ar Groaz ha murlivadur ar penn-chantele. Kalzik arzourien hag artizaned a labouras war ar chapel a zo gwelet evel unan eus pennoberennoù ar Seiz Breur.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]