Skiantoù an douar

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Skiantoù an Douar eo an dro-lavar implijet evit pakañ en un termen hepken ar skiantoù a denn d'ar blanedenn Douar. Bez' e c'heller sellout anezho evel un tachenn dibar e-barzh skiant ar planedennoù p'eo an Douar ar blanedenn nemeti anavezet gant boudoù warni.
Daou zoare a zo evit ar c'hlask :

[kemmañ] Sferoù an Douar

[kemmañ] Tachennoù etrekelenn

  • Ar vevokimiezh a bled gant treuzdougen an danvezioù a-dreuz d'ar sferoù dre argezhoù bevoniel pe c'heologiezhel. Sellet e vez ouzh ar redoù etre an endalc'herien.
  • An henvorouriezh hag an henhinoniezh a denn gant klask penaos eo bet ar Mor e mareoù kozh-tre dre sellout ouzh ar gouelezennoù kozh, ar skorn kozh hag ar boudoù morel.

[kemmañ] Kelennoù sistemik

  • An oablouriezh a zeskriv, a zispleg hag a rakwel an amzer dre sellout ouzh an etreober hag a zo etre ar mor-bras hag an aergelc'h.
  • An hinoniezh a zeskriv hag a zispleg an hin dre an etreober a zo etre an hidro-, cruo-, lito-, atmo ha bio- sferoù
  • Teoriennoù ar Gaia a zo evit displegañ kundu an Douar diwar levezon ar biosfer