Shahba

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Philippeion

Ur gêr e Siria eo Shahba (arabeg: شهبا‎ Shahbā), 87 km er c'hreisteiz da gêr Damask emañ, e Jabal el Druze er broviñs Muhafazat as Suwayda. Philippopolis e oa anvet e-pad an impalaeriezh roman, diwar anv un impalaer.

Istor[kemmañ]

Kêr c'henidik an impalaer roman Fulup an Arab e oa Shabaa. Pa gemeras ar galloud, e krogas gant adsevel anezhi. Philippopolis e oa anvet. Krediñ a reer e felle d'an impalaer sevel monumantoù niverus. Faezhet ha lazhet e voe en emgann Verona e 249 avat, ha dilezet e voe e raktres.

Kalz rivinoù roman ez eus c'hoazh er gêr.

Gwelet ivez[kemmañ]