Sejong Veur (Joseon)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sejong Veur (Joseon)
Anv templ
Hangul: 세종대왕
Hanja: 世宗大王
Treuzskrivadur arnevez : Sejong Daewang
Treuz. McCune-Reischauer : Sejong Taewang
Anv ganedigezh
Hangul: 이도
Hanja: 李祹
Treuzskrivadur arnevez : I Do
Treuz. McCune-Reischauer : Yi To

Bet eo Sejong Veur (7 Mae 139718 Mae 1450), ganet Yi Do, pevare Penn tierniezh Joseon e Korea eus 1418 da 1450. Yezhoniourien ampart e oa ivez ha krediñ a reer eo gantañ e-unan eo bet savet an Hangul, al lizherenneg koreanek. Daoust ma'z eus peadra da soñjal e c’hallje bezañ bet skoazellet gant tud zo eus e familh ivez, krediñ a ra an darn vrasañ eo gantañ eo bet ijinet al lizherenneg, dreist-holl pa weler pegen taer e voe an enebiezh a-enep d'e lizherenneg e-touez gouizeien an amzer-hont.

Lakaat a reer ivez war gont Sejong ijinadenn ur muzulier glaveier, eurieroù dre strink dour hag un horolaj heol.

A-du gant pennaennoù an nevezkoñfusianegezh e oa ivez un dengarour eus Sejong. Embann a reas ma oa ret kaout tri frosez a-raok gellout embann ur varnadenn da vat. Difenn a reas gwallgas an dorfedourien ivez ha berz a lakaas war ar skourjezañ.

Barrek e oa ivez war arz ar brezel. E-pad e renad e voe aloubet Tsushima gant e arme evit stourm a-enep d'ar morbreizherezh a-hed aod ar c’hreisteiz. Lakaat a reas sevel pevar c'hreñvlec’h ha c’hwec’h lec’h diwall war harzoù an norzh evit difenn an dud a-enep ergerzhourien tagus eus Manchouria. Degas a reas ivez reolennoù liesseurt evit an arme ha krouiñ a reas bagadoù evit kreñvaat surentez e rouantelezh.

A-douez Pennoù Korea n'eus bet nemet daou o deus gounezet al lesanv "Meur". Sejong hag unan all, Gwanggaeto Veur Goguryeo.

Trede mab ar roue Taejong e oa Sejong. D'an oad a 10 vloaz e teuas da vezañ Priñs Meur Chungnyeong (충녕대군 ; 忠寧大君) hag e timezas gant ur verc’h da Sim On (심온 ; 沈溫) eus Cheongsong (청송 ; 青松), anavezet dindan an anv Sim-ssi (심씨 ; 沈氏), a voe roet an titl a Priñsez kenseurt Soheon (소헌왕비 ; 昭憲王妃) dezhi diwezhatoc’h.

Sejong eo a lakaas en e sav Skolaj ar re Enorus (집현전 ; 集賢殿 ; Jiphyeonjeon) e 1420 e palez ar roue. Bodañ a reas en-dro dezhañ kefredourien eus Korea a-bezh. Gant helenneien Skolaj ar re Enorus e veze skrivet an Istor gant dielloù, savet teulioù ha dastumet levrioù war a bep seurt danvezioù.

Priziet-kaer eo ivez skridoù Sejong. Gantañ eo bet savet skridoù brudet ar Yongbi Eocheon Ga ("Kanaouennoù an erevent nij" 1445), ar Seokbo Sangjeol ("Tammoù eus buhez Bouda", Gouere 1447), ar Worin Cheon-gang Jigok ("Kanaouennoù da sked al loar war mil stêr", Gouere 1447), hag oberenn dave an Dongguk Jeong-un ("Geriadur sinaeg-koreaneg an distagañ reizh", Gwengolo 1447).

Marvet eo Sejong d'an oad a 52 vloaz. Douaret eo bet e Mozoleon Yeong (영릉 ; 英陵). War e lerc’h eo e vab Munjong a savas er galloud.

Sejongno (ur straed) ha Kreizenn Sejong evit embreger arzoù , – zo o-daou e kreiz Seoul – a denn o anv eus ar roue Sejong, ha taolennet eo war bilhed 10,000-Won e Republik Korea.

Levrlennadur[kemmañ]

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


en e raok:
Taejong
Impalaer Korea
(Tierniezh Joseon)
1418–1450
war e lerc'h:
Munjong