Seamus Heaney

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Seamus Heaney e 1970
Seamus Heaney e 2004

Seamus Heaney zo ur barzh iwerzhonat ganet e Caisleán Dhásain (Castledawson) e Norzhiwerzhon, d'an 13 a viz Ebrel 1939, ha savet nepell alese e Béal Eochaidh (Bellaghy).

Diskouez a ra e oberennoù ur frailh diabarzh, savet diwar e garantez ouzh Iwerzhon hag e garantez ouzh ar sevenadur hag al lennegezh saoznek.

E-touez e zastumadoù emañ Door into the dark (Dor war-zu an teñval) pe North (Hanternoz). Troet en deus ivez Beowulf diwar an hensaozneg.

Aet e oa priz Nobel al lennegezh gantañ e 1995.