Sant Koneri

Eus Wikipedia

Sant Koneri a oa ur manac'h brezhon er VIvet kantved, mab da Santez Libouban.

Enoret eo e Plougouskant, e Treger, hag Sant-Goneri, e Bro-Gwened.

Chapel Koneri hag he zour kamm. XVvet kantved-XVIvet kantved

Kantikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a gantik zo dezhañ ha d'e vamm, ha daou zo kanet gant Anne Auffret en he fladenn Les plus Beaux cantiques de Bretagne, embannet gant Coop Breizh, ha skrivet eo ar c'homzoù el levrig da-heul.

  • war golo ar bladenn : KANTIK SANT GONERI, hogen KANTIK ENN ENOR DA ZANT KONERI el levrig,
  • war golo ar bladenn : RELEGO SANT GONERY, skrivet heñvel el levrig.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet e oa ar sant e kanton Landreger ha war-dro Pondivi. Meur a iliz, chapel, kalvar, a oa bet savet en enor dezhañ. Mesket eo bet e anv gant sant Koneg, eskob Kemper.

Hervez ur vojenn, a vefe da wiriañ, e vefe roet an anv-badez c'hoazh e-touez diskennidi Bretoned Shanghai e Sina.


Lec'hanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]