Mont d’an endalc’had

Sant-Kast

Eus Wikipedia

Sant-Kast a zo ur gumun a-wezhall eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Ul lodenn eus kumun Sant-Kast-ar-Gwildoù eo bremañ.

  • Ur barrez eus eskopti Sant-Brieg gwechall e oa. Anv a reer eus insulam Sancto Casto, "enez Sant-Kast", e 1163, en ur builh gant ar pab Aleksandr III, a veneger ennañ an douaroù hag ar savadurioù a oa e dalc’h abati Sant-Yagu. Hag ur barrez distag e oa e 1225.
  • E 1790 e voe krouet kumun Sant-Kast.
  • E 1856 e voe tennet douaroù karter Santez-Berc’hed diganti d’o stagañ ouzh kumun nevez-savet Itron-Varia-ar-Gwildoù.
  • Mervel a reas 80 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,85 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas 23 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh kumun Sant-Kast-ar-Gwildoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E miz Kerzu 1971 e oa bet unanet Sant-Kast gant bourc'h Itron-Varia-ar-Gwildoù, en aber ar stêr Argenon, da vont d'ober ur gumun hepken, kumun nevez Sant-Kast-ar-Gwildoù.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Kast.
  • Monumant foran ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost [3]. E miz Here 1921 e voe dioueliet[4].
  • Monumant ar re varv en iliz katolik, luc’hskeudenn[5].

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Yves Tourneuf a oa maer e 1792[6], Quema a oa maer e 1837 hag e 1860[7].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990, pajenn 657
  2. 2,0 ha2,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr)Memorial Genweb
  4. (fr)Université de Lille
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Le Penthièvre et le Mené dans la Révolution, pajenn 112
  7. (fr)Société d'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 88 ha 304