Saint-Sever-Calvados

Eus Wikipedia

Kumunioù Bro-C'hall
Anv Saint-Sever-Calvados
Skoed
Lec'hiadur Saint-Sever-Calvados en Arondisamant Vire
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel
Arondisamant Vire
Etrekumuniezh Communauté de communes Intercom séverine
Kanton Saint-Sever-Calvados (pennlec'h)
Kod INSEE 14658
Kod post 14380
Maer Jean-Pierre Nourry
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 27,92 km²
Led 48° 50' 28" Norzh
Hed 01° 02' 47" Kornôg
Uhelder kreiz .. m
Uhelder bihanañ 144 m
Uhelder brasañ 350 m
Poblañs hep kontoù doubl 1 368 (2010)
Stankter 49 a./km²
Lec'hienn ar gumun Saint-Sever-Calvados

Saint-Sever-Calvados a oa ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall. Pennlec'h kanton Saint-Sever-Calvados e oa betek 2015.

Bodet e oa d'ar 1 a viz Genver 2017 gant nav c'humun all d'ober ur gumun nevez: Noues-de-Sienne.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Xvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Krouet e voe abati Sainte Marie et Saint-Sever gant Richard Goz hag e vab Hugues le Loup[1].

XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1889: ouzhpennet e voe Calvados ouzh anv ar gumun abalamour d'ar gumun anvet Saint-Sever ivez e departamant Landes e Bro-C'hall.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944:

  • d'ar 4 a viz Eost e voe bombezet Saint-Sever ha dieubet e voe gant 28vet Rannlu Troadegiezh SUAat o vont tre er vourc'h da 6 eur beure, heuliet gant tankoù an 2vet Rannlu Hobregonet "Hell on wheels"[2];
  • seizh den nann-soudard a varvas e Saint-Sever abalamour d'ar brezel, tri anezhe e miz Even, ar re all e miz Eost[3].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz katolik Intron-Varia Sant Sever, XIIIvet kantved, bet savet e-lec'h un iliz romanek a-gent; ul lodenn a oa gant ar venec'h, ul lodenn all a oa d'ar barrez, met distrujet e voe e penn-kentañ an XIXvet kantved, setu perak eo dispartiet ar c'hloc'hdi, bet savet e dibenn an XVIIIvet kantved, eus an nev a chom[4],[5]; en iliz ez eus meur a draenn rummet[6].
  • Ar maerdi, XVIIvet kantved, er savadurioù implijet gwechall gant ar venec'h.
  • Moudenn-gastell ar c'hastell kozh, rummet[7].
  • Chapel an Ermitage, XVII kantved, e Koad Saint-Sever, gant traouennoù rummet enni[6].

Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Peulvanig an 2vet Rannlu Hobregonet SUAat "Hell on wheels" bet marvet e miz Eost 1944 evit dieubiñ Sant-Sever[2].
  • Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Saint-Sever Communal Cemetery:
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 6
Hollad 6

Nijourion e oant er Royal Air Force. Mervel a rejont e-pad an Eil brezel-bed. Pemp anezhe a varvas d'an 13 a viz Ebrel 1941, er 149vet Skwadrenn e oant; an hini all a varvas d'an 10 a viz Ebrel 1943, er 197vet Skwadrenn e oa[8].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Digoret e voe an ti-gar e 1870 war al linenn etre Agentan ha Granville. Ne vez ket implijet ar savadur ken, an trenioù a harz neoazh.

Emdroadur ar boblañs 1962-2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[9]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2008 → bremañ Jean-Pierre Nourry Renour ti-post
Meurzh 2001 Meurzh 2008 Claude Leménorel Penn embregerezh
Even 1995 Meurzh 2001 Hervé Chareton Noter
Meurzh 1989 Even 1995 Victor Laporte Noter
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. André Laroze, Saint-Sever et son abbaye, Villedieu-les-Poêles, 2007, pajenn 6
  2. 2,0 ha2,1 Normandie 44 - La Mémoire
  3. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  4. Clochers de France
  5. Lec'hienn ar gumun
  6. 6,0 ha6,1 Diellaoueg Palissy
  7. PA00111722 Diellaoueg Mérimée
  8. In Memories
  9. EBSSA