Ronan & Erwan Bouroullec

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un daouad dizagnourien eo ar vreudeur Ronan Bouroullec (1971 e Kemper) hag Erwan Bouroullec (1976 e Kemper). Kenlabourat a reont abaoe 1999, buan int deuet da vezañ brudet ha savet o deus oberennoù evit embannerien dizagn evel Vitra, Kartell, Kreo, Cappellini, Ligne Roset...

O oberenn[kemmañ]

Erwan a lavar ez eo o stil « eeun a-ratozh-kaer, gant un tamm bihan a fent». Levezonet int bet gant labour Jasper Morrison hag a lavar ez eo o labour « poellek ha reizh, speredek ha barzhoniel»[1]. Michèle Champenois a gav dezhi e kaver levezonioù liesseurt en o labour : levezon Norzheuropa, an implij modulennoù hag elfennoù da strollañ a-benn aozañ tachadoù damzigor[2].

«A-viskoazh hon eus soñjet e c'halle ar pezhioù-arrebeuri sikour da aozañ an tachadoù» a lavar Erwan[3]. Kemend-se a weler splann en o c'hrdouidigezhioù evel ar gwele kloz, hag a denn d'ur gabanenn ma c'haller kousket enni pe c'hoazh er gourvezvank Alcove (Vitra), ma c'haller implijout ar c('hein anezhañ da aozañ an tachad. Hag ivez er speurennoù skañv savet ganto, a c'haller sevel dre lakaat asambles tammoù diazez  : ar modulennoù Brick (Kreo) ha Cloud (Cappelini) a zo estajenrennoù ha speurennoù war un dro, ar modulennoù Algues (Vitra) ha North Tiles (Kvadrat) a c'haller implijout da sevel speurennoù dantelezhet skañv.

Gant o sistem burev anvet Join e weler ivez e plij dezho ar modulennoù hag ar wevnded : kemm-digemm eo, da glotañ gant an ezhommoù. Un daol vras eo, ma c'haller stagañ meur a lodenn all (speurennoù, danzornioù...) a-benn aozañ ar plas evit labourat[4].

Ronan & Erwan Bouroullec o deus bet ar Priz Finn Juhl e Danmark[5] hag o oebrennoù a c'haller gwelout e meur a virdi evel ar MoMA[6] pe ar Greizenn Pompidou[7].

Oberennoù brudetañ[kemmañ]

  • Lit Clos (2000), Galerie Kreo
  • Modulenn Cloud (2002), Cappellini
  • Sistem burevJoin (2002), Vitra
  • Modulenn Algues (2004), Vitra
  • Kador-vrec'h Facett (2005), Ligne Roset
  • Tavarn ha stal Mudam (mirdi arzoù modern Luksembourg)
  • The Floating house (2006), anez arzourien e CNEAI
  • Teol danvez North Tiles[8] (2006), Kvadrat
  • Gourvezvank Alcove (2006), Vitra
  • Kador Vegetal (2009), Vitra

Prizioù[kemmañ]

  • 1998: "Grand Prix du Design de la Ville de Paris"
  • 1999: "New Designer Award" bei der "International Contemporary Furniture Fair", New York
  • 2002: "Designers of the Year" beim Salon du Meuble, Pariz
  • 2005: "Red Dot Award" evit an dastumad Facett, Ligne Roset (Rummad "Best of the Best")
  • 2008: "Red Dot Award" evit ar burev Worknest, Vitra (Rummad "Best of the Best")
  • 2008: "Finn-Juhl Prize", Kopenhagen

Diskouezadegoù (dibab)[kemmañ]

  • 1998: "La vie en rose“, Cartier Foundation, Pariz
  • 2001: "Ronan et Erwan Bouroullec“, Galerie Kreo, Pariz
  • 2001: "Manger“, New Forms of Living, Salon du meuble, Pariz
  • 2001: "Ronan et Erwan Bouroullec“, Miyake Design Studio Gallery, Tokyo
  • 2002: "Ronan et Erwan Bouroullec“, Design Museum, Londrez
  • 2003: "Ronan and Erwan Bouroullec“, Droog Design gallery, Amsterdam
  • 2004: "Culture Design“, („Design en stock“ ha „40 ans de Mobilier National“), Palais de la Porte Dorée, Pariz
  • 2004: "Séjours éphémères“, Sterdelijke Musea, Kortrijk
  • 2004: "Assemblages, 250, 150, 60“, Galerie Kreo, Pariz
  • 2004: "Ronan and Erwan Bouroullec“, Boijmans Museum of Art, Rotterdam
  • 2004: "Ronan and Erwan Bouroullec“, MOCA, Museum of Contemporary Art, Los Angeles
  • 2004: Staliadur "The Ideal House", IMM Möbelmesse, Köln
  • 2006: "Swarm“, The Fabric Workshop and Museum, Philadelphia
  • 2007: "Nature Design“, Museum für Gestaltung, Zürich
  • 2007: "Airs de Paris“, Musée National d'Art Moderne - Centre George Pompidou, Pariz

Notennoù[kemmañ]

  1. Classiques Phaidon du design, Classiques Phaidon du design, Phaidon, 2007, III, 977
  2. Les frères Bouroullec, designers de l'intemporel, Michèle Champenois, Le Monde, 29 a viz Even 2008
  3. http://www.lexpress.fr/styles/design/cinq-bonnes-raisons-de-re-decouvrir-les-bouroullec_512778.html Cinq bonnes raisons de (re)découvrir les Bouroullec, Marion Vidal, L'Express ,19 a viz Even 2008
  4. Classiques Phaidon du design, Classiques Phaidon du design, Phaidon, 2007, III, 987
  5. Les Frères Bouroullec gratifiés par le prix danois Finn Juhl, Le Bien public, 16 a viz Mae 2008
  6. Dastumadegoù ar MoMA
  7. Dastumadegoù ar Greizenn Pompidou
  8. New York Times, 07/10/2007

Liammoù diavaez[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

  • Laurent Le Bon : Ronan et Erwan Bouroullec : Catalogue de raison, Images modernes - Editions Kreo, 2002
  • Ronan Bouroullec, Erwan Bouroullec, Andrea Branzi, Rolf Fehlbaum, Issey Miyake : Ronan et Erwan Bouroullec, Phaidon Press, 2003
  • Ronan Bouroullec, Erwan Bouroullec  : Objets Dessins Maquettes, Erwan Bouroullec, Archibooks, 2008