Romaine Brooks

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Romaine Brooks

Romaine Brooks, pe Beatrice Romaine Goddard, ganet e Roma e 1874 ha marvet e Nisa e 1970, a oa ul livourez stadunanat, brudet evel serc'h ar skrivagnerez Natalie Clifford Barney.

Anavezet eo he foltredoù maouezed gwisket e tog, evel hec'h emboltred e 1923. Peder zaolenn ganti a weler e Mirdi Sainte-Croix e Poitiers, e Bro-C'hall.

He buhez[kemmañ]

Pinvidik e oa he zud, hag arc'hant he doe digante a-hed o buhez. Ganet e oa e Roma met distreiñ a reas an tiegezh da SUA prestik goude. Pa voe seizh vloaz e voe roet da sevel d'un tiegezh paour.

En 1893 ez eas da Bariz ha kanañ a rae eno er c'habaredoù. Goude ez eas da Roma ha da Enez Capri da studiañ al liverezh. En 1901 e tistroas da di he mamm a oa gwall glañv. Pa varvas e teuas dezhi arc'hant bras he zad-kozh.

Entre 1903 ha 1904 e voe Romaine Brooks dimezet da John Ellington Brooks, ur pianoour.

He c'harantezioù[kemmañ]

Meur a serc'h he doe e-touez an arzourien a bep seurt, gant Dolly Wilde, nizez da Oscar Wilde, an dañserez Ida Rubinstein pe ar skrivagner ha politikour faskour Gabriele D'Annunzio. Met karantez vras he buhez e oa ar skrivagnerez lesbian Natalie Clifford Barney, a zarempredas adal 1915 e-pad 50 vloaz.

Ar bianoourez Renata Borgatti, unan eus serc'hed Romaine Brooks.

He liverezh[kemmañ]

Poltrederez e oa dreist-holl, hag al liv louet hag ar re all tost-kar a implije kenañ adalek 1904.

Oberennoù[kemmañ]

  • The Black Cap, 1907
  • Portrait de la Contesse Anna de Noailles, 1908
  • Weiße Azaleen, 1910
  • Das Kreuz Frankreichs, 1914
  • L'Amazone, 1915
  • Renata Borgatti am Klavier, 1920
  • Emboltred , 1923
  • Peter, ein junges englisches Mädchen, 1923-1924, ein Porträt des Künstlers Gluck
  • The Impeders, 1930

Dek oberenn ganti a weler er pennad saoznek en:Romaine Brooks ha n'haller ket gwelout amañ en abeg d'ar gwirioù miret.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Françoise Werner, Romaine Brooks, Paris, Plon, 1990.
  • Diana Souhami, Wild Girls: Paris, Sappho, And Art, the Lives And Loves of Natalie Barney And Romaine Brooks, St Martin’s Griffin, 2007.
  • Andrea Weiss und Susanne Goerdt: Paris war eine Frau, Rowohlt Verlag (2006) ISBN 3-499-24224-9

Liammoù diavaez[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]