Renata Borgatti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Renata Borgatti, poltred treset gant John Singer Sargent.

Renata Borgatti (1894 – 1964) a oa ur sonerez italian. Merc'h e oa d'ar c'hoariganer Giuseppe Borgatti (1871-1950), a gane e La Scala Milano hag a vanas dall. Lakaet e oa bet da zeskiñ dañsal met dilezel a reas an dañs da seniñ piano, ha dreist-holl oberennoù ar sonaozer gall Claude Debussy.

Lesbianez e oa a-wel d'an holl hag e 1918 ez eas da chom da Enez Capri, e-lec'h ma oa ur gumuniezh heñvelrividi o vevañ, pell diouzh selloù ar galloud. E-pad ur pennadig e tarempredas ar varonez Mimì Franchetti, unan eus maouezed kenedek pinvidik an enezenn.

E 1919 e oa serc'h d'al livourez Romaine Brooks, a reas he foltred. E 1920 ez eas Renata Borgatti kuit eus Capri ha pell diouzh Brooks da genderc'hel da ober he micher en Europa hag e SUA.

Er bloavezhioù 1920 e taremprede Winnaretta Singer, pennhêrez an tiegezh Singer, ar gompagnunezh gwrierezioù. E-keit-se e sone gant ar violinourez Olga Rudge, a oa serc'h d'ar barzh Ezra Pound. Pound a skrive diwar-benn ar sonerezh da neuze, ha ne oa ket plijet kaer gant doare-seniñ Renata. Evel kalz sonerien all en amzer-se ne oa ket Renata evit gouzañv Ezra, un den ha ne gemere ket ar boan da zisplegañ e varnadennoù krenn. Daoust da se e sonas pellik amzer gant Olga, hep ma ne vije bet darempred ebet etreze estreget evit ar vicher hag ar sonerezh.

E dibenn he buhez e kelenne ar sonerezh. Mervel a reas gant al leukemia e Roma e 1964.