Roger Abjean
Roger Abjean, ganet e Plouider d'an 22 a viz Here 1925 ha marvet e Lokenole d'an 12 a viz Mezheven 2009, a oa ur beleg, ur rener laz-kanañ, hag ur sonaozour.
Red buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskiñ a reas galleg d'e seizh vloaz pa yeas d'ar skol bublik e Plouider.
Pañsionad e voe e Skolaj Sant-Frañsez Lesneven adalek 1936 betek e vachelouriezh e 1944. Ezel e oa eus al laz-kanañ.
Mont a reas da gloerdi bras Kemper. Ouzhpenn e studioù beleg e studias ar sonerezh. Beleget e voe d'an 29 a viz Mezheven 1949 e Kemper.
Anvet e voe kure skolaer war Enez-Sun. E 1950 e voe anvet "mestr chapel" e Landivizio. Chom a reas dek vloaz eno. C'hoant en doa da lakaat sonerezh Breizh e servij an Iliz. Sevel a reas al laz-kanañ Kanerien Bro Leon. Gounezet e voe ganto kentañ priz Kenstrivadeg Vroadel al Lazioù-kanañ e Pariz d'ar 6 a viz Mae 1956. Kemer a rejont perzh e Gouelioù ar Bleun Brug. Displijout a reas d'an eskob e voe kanet ganto kanaouennoù disakr. Kaset e voe an aotrou Abjean da Vontroulez.
Chom a reas pemp bloaz warn-ugent e Montroulez. Krouiñ a reas Kanerien sant Vaze eno. Kanañ a raent kanoù brezhonek mat ha reoù glasel ivez (Händel da skouer). E 1964 e savas kentañ laz-kanañ "Paotred Breizh" gant Georges Le Coz. Skrivañ a reas Oferenn war gan d'ar c'houlz-se. E 1968 e krouas an Ensemble Choral du Léon gant Georges Le Coz bepred hag e kemeras perzh e Gouelioù Abati ar Releg e 1971.
E fin ar bloavezhioù 1960 e reas anaoudegezh gant Éliane Pronost hag e lakaas paotred da ganañ ganti. E 1973 e voe krouet Le Quatuor du Léon : sonadegoù, enrolladennoù (ouzhpenn tri-ugent pladenn)...
Ur wech anvet e Karanteg e savas ur gevredigezh evit kaout un ograou nevez. Tizhet e voe ar pal e 1990. Labourat a reas evit reneveziñ chapel Kalod ivez.
Kuitaat a reas e garg e 2005 da bevar-ugent vloaz. Mont a reas da Lokenole da chom, el lec'h ma chomas betek e varv e 2009.
Anvet e voe da Varc'heg al Lejion a enor e 2006.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 2008.