Rodrigo y Gabriela
Eus Wikipedia
| Rodrigo y Gabriela | |
|
Sonadeg e Central Park d'ar 1añ a viz Gouere 2007
|
|
|
|
|
| Bro Orin | Mec'hiko |
|---|---|
| Doare(où) | Folk rock |
| Bloavezhioù oberiant | 2000-bremañ |
| Label(ioù) | Rubyworks |
| Lec'hienn ofisiel | www.Rodgab.com |
|
|
|
| Izili | Rodrigo Sánchez (gitar solo), Gabriela Quintero (gitar-dastalm) |
| kemmañ |
|
Rodrigo y Gabriela (« Rod y Gab ») a zo un daouad sonerien eus Mec'hiko, ennañ Rodrigo Sánchez (gitar solo) ha Gabriela Quintero (gitar-dastalm).
Istor ar strollad [kemmañ]
Savet e voe ar strollad e Mec'hiko. A-raok e sone Rodrigo ha Gabriela en ur strollad heavy metal anvet Tierra Acida, bet anvet Castflow. N'o doa ket o gwalc'h gant Mec'hiko neuze e tivizjont mont da seniñ da Iwerzhon ha da Europa dre vras, ma rejont berzh. Abaoe 2001 e kinnig an daouad sonerezh latino gant levezon rock and roll, folk, jazz hag heavy metal. Peurliesañ ec'h enrollont o zonioù e live hag e sonont tonioù bet savet gant tud all : Jimi Hendrix (Voodoo Child), Metallica (Orion) pe c'hoazh Led Zeppelin (Stairway to Heaven). Abaoe 2009 emaint o chom e Mec'hiko en-dro.
O fladennoù [kemmañ]
- Foc, 2001
- re-Foc, 2003
- Live: Manchester and Dublin, 2004
- Rodrigo y Gabriela, 2006
- Live in Japan, 2008
- 11:11, 2009