Rhin-et-Moselle

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Rhin-et-Moselle a oa unan eus an 13 departamant gall a voe savet gant ar Republik c'hall en Alamagn e 1798, pa voe staget lez kleiz ar stêr Roen ouzh Bro-C'hall.


An anv[kemmañ]

Dont a ran anv an departamant eus anv div stêr, hervez ar c'hiz c'hall diazezet e 1790, ar Roen (Rhin e galleg) hag ar Moselle (stêr).

Departamantoù gall en Alamagn, er c'hornôg d'ar Roen, e 1812.

Koblenz e oa ar pennlec'h. Isprefeti a oa e Bonn hag e Simmern.

Savidigezh[kemmañ]

A-raok aloubidigezh ar C'hallaoued e 1794 e oa rannet douaroù alaman ar c'hornad etre meur a zek stad vihan, holl izili eus an Impalaeriezh Santel Roman.

Evit an departamant a voe savet diwar douaroù a oa da arc'heskopti Köln arc'heskopti Trier ha Pfalz.

D'ar 5 a viz Gwengolo 1797 e voe embannet ur republik, ar République cisrhénane, met rannet e voe ar c'hornad gant an Directoire d'ar 4 a viz Du 1797 etre 4 departamant: ar Roer, ar Sarre, Rhin-et-Moselle hag ar Mont-Tonnerre. Goude e voent ebarzhet en Impalaeriezh C'hall d'an 9 a viz Meurzh 1801, ken na voe diskaret e 1814.

Arondisamantoù ha kantonioù[kemmañ]

War-lerc'h[kemmañ]

Pa voe diskaret Napoleon e 1814, ez eas an douaroù-se gant rouantelezh Prusia.

Hiriv emañ an douaroù -se e Rheinland-Pfalz evit an hanter, e Nordrhein-Westfalen evit an hanter all.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Traoù all[kemmañ]

Ur gompagnunezh asurañsoù Rhin-et-Moselle a oa bet krouet e 1881 e Strasbourg, hag a badas betek 1991. Lonket eo bet neuze gant an Assurances générales de France, AGF .