Rhapsody of Fire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rhapsody Of Fire
Alias Rhapsody, Thundercross
Bro Orin Italia
Doare(où) Power metal sinfonek
Bloavezhioù oberiant 1994 - Hiriv an deiz
Label(ioù) Limb Music
Steamhammer/SPV
Magic Circle Music
Lec'hienn ofisiel http://www.rhapsodyoffire.com

Izili Fabio Lione
Alex Staropoli
Alex Holzwarth
Tom Hess
Oliver Holzwarth
Roberto De Micheli
Izili bet er strollad Cristiano Adacher
Andrea Furlan
Alessandro Lotta
Daniele Carbonera
Luca Turilli
Patrice Guers

Rhapsody of Fire a zo ur strollad sonerezh italian metal sinfonek(symphonic metal) / power epic metal (Ar strollad a lâr int krouerien an Hollywood Metal). A-raok kemer an anv Rhapsody ha goude, Rhapsody of Fire e 2006, ar strollad a oa anvet Thundercross. Sonerezh ar strollad en em ziforc'h dre un implij a sonioù meurzanevellek gant tonioù "brezeler" ha tonioù all siouloc'h.

Testennoù ar 5 albom kentañ a gont un istor nemetken, ur raktres a za pelloc'h eget hini an albom-meizad. Tud 'zo a blijo dezho ar saga hag a heulio ar strollad evit e sonioù; tud all a damallo ar strollad da vont re bell er stumm meurzanevellek, ha da goll e efedusted.

War an tri albom kentañ, an darn vrasañ eus an tonioù a zo war ur frammm melodic metal o lakaat da soñjal e Helloween pe en Yngwie Malmsteen, gant lodennoù sinfonek gant lodennoù bras gant binviji sonerezh nemetken. An hollad a zo leun a youl, laouen ha dedennus. Stil ar strollad a cheñchas gant ar CD Rain of a thousand Flames gant ur son teñvaloc'h. Tostoc'h eo ouzh son un ton film, echuet gant Symphony Of Enchanted Lands II - The Dark Secret, lec'h ma, gant o feadra ha gant mouezh Christopher Lee, o deus un albom awenet hag a bep seurt.

Istor[kemmañ]

E 1993, Luca Turili a zivizas krouiñ ur strollad metal sinfonek. Ar re gentañ o tont a voe Alex Staropoli ha Daniele Carbonera. An tri den-se a savas ur strollad anvet "Thundercross". Evit bezañ ar strollad a hiriv, Rhapsody of Fire o deus cheñchet kaner, soner gitar-boud meur a wech. War a seblant, ur c'haner mat o deus kavet gant Fabio Lione. Ur bloaz goude an taol-lañs, ober a reont o c'hentañ kinnig, Lands Of Immortals, gant komzoù graet gant Cristiano Adacher.

Ur pennadig goude, ar strollad a resevas ur gemmenadenn gant Limb Music Products & Publishing. Divizout a rejont asantiñ ha kregiñ a rejont da vont war-raok gant o sonerezh. Gant materi gwelloc'h, kregiñ a rejont da enrollañ Eternal Glory, a zav Rhapsody ha kroget e vez da gomz diouto er gazetennoù. Ur pennadig goude e grouadur, daou izili a zeas kuit eus ar strollad, ar c'haner Christiano, hag ar soner gitar-boud, Andrea. Bremañ, ar peurrest eus ar strollad, Alex, Daniele ha Luca a rankas ober penn d'ur gudenn. Fabio Lione a oa an diskoulm. Kanañ a rae Labyrinth, anavezet e oa evit donder ha kreñvder e vouezh. Gant ar pevar ezel-se, Rhapsody a grogas da enrollañ penn-kentañ un albom, Legendary Tales e ditl. Hemañ zo bet enrollet e Alamagn gant ar produer Sascha Paeth en deus ivez sikouret Rhapsody evit ar sonioù boud. E miz Here 1998, Rhapsody a grouas Symphony Of The Enchanted Lands, an eil albom. Gallout a reer klevout ha gwelet evit ar wech kentañ ar soner gitar-boud nevez : Alessandro Lotta.

E 1999, Rhapsody a reas evit ar wech kentañ un droiad ha dont a reas en-dro evit enrollañ ar single Holy Thunderforce ha Dawn of Victory, un albom deuet er-maez e fin an diskar-amzer. E miz Meurzh 2002, ar pevare albom, anvet Power of the Dragonflame e ditl, a zeuas er-maez er bed a-bezh. Rhapsody a zeas d'ober un droiad : « Tour of the Dragonflames 2002 ». Evit ar sonadegoù-se, ar strollad a zegemeasr ur soner gitar-boud : Patrice Guers, hag un eil gitarour : Dominique Leurquin.

E 2004 e zeas er-maez ar best of "Tales From The Emerald Sword Saga". Ar best of-mañ a zeuas er-maez d'ar mare ma kuitaas ar strollad LMP, hep e ali. Sinañ a reont e SPV, Magic Circle Music o verañ ar strollad. D'ar 27 a viz Gwengolo 2004 e teuas er-maez 5vet Albom Rhapsody : "Symphony Of Enchanted Lands vol II - The Dark Secret". He mañ eo sur a-walc'h an albom kerañ abaoe krouidigezh ar strollad abalamour d'an elfennoù implijet : ul laz-seniñ tchek, ul laz-kanañ gant 50 den hag an danevelladur graet gant an aktour gant ur vouezh voud : Christopher Lee. E miz Mae 2005, Rhapsody a embannas ur single gant Christopher Lee. Ar ganaouenn "The Magic Of The Wizard's Dream", tennet eus an albom diwezhañ, a zo adkemeret e duo gant Fabio Lione, e 4 yezh disheñvel.

E miz Even 2006 e teuas Rhapsody da vezañ Rhapsody of Fire abalamour d'ur c'h/Copyright lakaet war o anv hag embann a rejont war un dro un albom nevez deuet er-maez d'ar 25 a viz Gwengolo anvet : "Triumph or Agony".

E fin 2007, kudennoù lezenn nevez a zeuas da hegasiñ ar strollad. Pa oant prest d'ober un droiad e Amerika ar Su, an holl zeiziadoù a voe bet nullet, abalamour d'un disemglev etre Rhapsody of Fire hag e di-embann, MCM (Magic Circle Music).

D'an 18 a viz Du 2009, diskleriet e voe en doa ar strollad sinet gant Nuclera Blast Records evit o albom nevez "The Frozen Tears of Angels" hag a vo embannet d'ar 5 a viz Meurzh 2010. Produet eo bet gant Luca Turili hag Alex Staropoli ha mesket gant o mignon Sascha Paeth er Gate Studio e Wolfsburg. An albom a vo embannet gant ur stumm spesius digipack (kentañ embannadur) gant div ganaouenn ouzhpenn hag ul levrig 32 bajenn, kement hag ur voest hag ur bladenn vinil.

Kompozadur ar strollad[kemmañ]

Izili a-vremañ

Fabio Lione Alex Staropoli Alex Holzwarth Tom Hess Oliver Holzwarth Roberto De Micheli

Izili pedet
  • Dominique Leurquin (Gitar)
  • Manuel Staropoli (Fleüt)
  • Robert Hunecke-Rizzo (Batri)
Kaner evit Rhapsody dindan an anv Thunderforce , kemer a ra perzh e enrolladennoù Dawn Of Victory, Rain Of A Thousand Flames ha Power Of The Dragonflame, da-heul e vefe aet kuit Daniele Carbonera hag evit eilañ Alex Holzwarth}}.
  • Christopher Lee : Evit an albom Symphony Of Enchanted Lands II - The Dark Secret, Rhapsody of Fire en deus bet c'hoant evel konter ur gwaz gant ur vouezh boud. En albomoù tremenet, mouezh ar c'honter, Sir Jay Lanford,ne oa "ket mat", peogwir oa re uhel.
Izili bet er strollad

Cristiano Adacher Andrea Furlan Alessandro Lotta Daniele Carbonera Luca Turilli Patrice Guers

Albomoù[kemmañ]

Liammoù diavez[kemmañ]