Republik Soviedel Slovakia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tachenn RSS.
Banniel RS Slovakia.

Ur Republik Soviedel verrbad e oa Republik Soviedel Slovakia (e slovakeg: Slovenská republika rád, da lâret eo "Republik Slovakek ar C'huzulioù", rak savet e oa bet a-raok na oa deuet ar ger rusek "sovied" da vezañ anavezet-mat e slovakeg), bet savet e su ha reter Slovakia d'ar 16 a viz Gouere hag aet da get d'ar 7 a viz Mezheven 1919, gant ar c'helaouenner tchek Antonín Janoušek ouzh he fenn ha gant he c'hêr-benn e Prešov.

Goude 1918 e oa bet kaset urzhioù da Arme nevez Tchekoslovakia da lakaat Slovakia a-bezh dindan he beli ha dre un argad kaset da-benn gant ar Warded Ruz eus Republik Soviedel Hungaria e oa bet aloubet ul lodenn vras eus Slovakia ha staliet Republik Soviedel Slovakia eno.

Nebeudik war-lerc'h e kilas ar Warded Ruz betek Hungaria hag aloubet e oa bet al lec'h gant Arme Tchekoslovakia ha lakaet fin d'ar Republik Soviedel.


Gwelit ivez[kemmañ]