Prešov
Skoed-Ardamez Prešov |
Kartenn lec'hiañ Prešov |
|---|---|
| Bro | Slovakia |
| Rannvro (kraj) | Prešovský kraj |
| Kod post | 08001 |
| Kod pellgomz | (421) 51 |
| Maer (Primátor) |
Pavel Hagyari |
| Gorread | 70,43 km² |
| Hed | 21° 14' R |
| Led | 49° 00' N |
| Uhelder | 296 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 91 638 (2011) |
| Stankter | 1 301/km² |
Prešov (Eperies/Preschau en alamaneg ; Eperjes en hungareg ; Preszów e poloneg, Пряшев e rusianeg ha Пряшів e rusineg hag en ukraineg) zo ur gêr eus reter Slovakia. Kêr-benn Rannvro Prešov eo. Poblet eo gant ouzhpenn 91 000 a dud hag an trede kêr vrasañ eus Slovakia eo, goude Bratislava ha Košice.
Eno e voe embannet Republik Soviedel Slovakia, e 1919, gant tud a glaske sevel ur stad komunour, diwar skouer dispac’hioù Hungaria ha Rusia. Met ne badas ar republik soviedel nemet un nebeud sizhunvezhioù ha prestik en em gavas Prešov e stad nevez Tchekoslovakia.
Abaoe an Eil Brezel-bed eo kresket-mat Prešov ha deuet eo da vezañ ur greizenn velestradurel, armerzhel ha sevenadurel a bouez evit reter Slovakia. Ur skol-veur zo. Kêr-benn minorelezhioù rusinek hag ukrainek Slovakia eo ivez.
Kêrioù gevellet [kemmañ]
Gevellet eo Prešov gant ar c’hêrioù-mañ :
Rishon LeZion (Israel)
Gabrovo (Bulgaria)
La Courneuve (Bro-C'hall)
Brugherio (Italia)
Keratsini (Gres)
Pittsburgh (Stadoù Unanet Amerika)
Remscheid (Alamagn)
Moukatchevo (Ukraina)
Praha (Tchekia)
Nowy Sącz (Polonia)
Nyíregyháza (Hungaria)
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (sk) (en) (de) Lec'hienn ofisiel Prešov