Rechnitz
Rechnitz (hungareg : Rohonc, Rohoncz, tchekeg : Rohunac, Sloveneg Prekmurje : Rohunc, romani: Rochonca) a zo ur gumun e Burgenland e distrig Oberwart en Aostria. 3 116 annezad (71 annezad/km²) a zo enni (sifroù ar 1añ a viz Genver 2010). 43,8 km² eo gorread ar gumun.
Taolenn |
Douaroniezh[kemmañ]
E Su Burgenland emañ Rechnitz, tost ouzh harzoù Hungaria, e-kichen Bozsok[1] and Szombathely. Menezioù uhelañ Burgenland (alamaneg: Geschriebenstein, hungareg: Írott-kő) a gaver war dachenn ar gumun.
Istor[kemmañ]
Berek 1920/1921 e oa Rechnitz ur gumun eus Hungaria, evel ma oa stad Burgenland en he fezh. Abaoe 1898 e veze implijet an anv hungarek Rohonc, diwar urzh gouarnamant Budapest. E 1919, da-heul ar Brezel-bed kentañ ha dre feur-emglev Saint-Germain ha hini Trianon, e voe roet Burgenland da Aostria. Diwar 1921 e voe neuze ur gêr eus stad Burgenland.
E-pad an noz etre ar 24 hag ar 25 a viz Meurzh 1945 e voe lazhet e-tro 200 yuzev hungarat e-kichen Rechnitz. N'eo ket bet adkavet c'hoazh o c'horfoù.[2] Ar skrivagnerez aostrian Elfriede Jelinek he deus savet ur pezh-c'hoari (Rechnitz – der Würgengel)[3] diwar-benn al lazhadeg. Un darvoud heñvel a c'hoarvezas e Deutsch Schützen.
Politikerezh[kemmañ]
Engelbert Kenyeri (Sozialdemokratische Partei Österreichs |SPÖ) eo a zo maer Rechnitz. 23 dileuriad a zo er c'huzul-kêr :
Gevellerezh[kemmañ]
Alamagn : Alzey, Rheinland-Pfalz (abaoe 1981)
Hungaria : Lábatlan (abaoe 2003)
Tud vrudet[kemmañ]
- Karl Josef Batthyány
- Christian Kolonovits, soner
- Gustav Pick, sonaozer
Daveoù[kemmañ]
- ↑ Bozsok :Welcome to Hungary!, Compalmanach http://www.1hungary.com/info/bozsok/
- ↑ Historians Dispute Journalist's Claims: Mass Murder as Party Entertainment? - International - SPIEGEL ONLINE
- ↑ Le Monde, 29 a viz Mae 2010, pajenn 23
