Ratatouille

Eus Wikipedia
Diwar-benn ur meuz eo ar pennad-mañ. Evit ar film anvet heñvel, sellit ouzh Ratatouille (film).
Ratatouille

Ar ratatouille (ger gallek deuet eus ar ger okitanek ratatolha) zo ur meuz eus korn-bro Nisa met anavezet eo e Provañs a-bezh.

Bez’ eo ur meskad legumaj poazhet gant eoul olivez. Ennañ e kaver berjinez, ognon, kourjetez, skilbebr, tomatez ha kignen. Meur a zoare zo da fardañ ratatouille : gallout a reer pe poazhañ al legumaj a-gevret pe poazhañ pep hini anezho disparti a-raok o meskañ.

Un doare da aozañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat skilbebr hag ognon en eoul berv. Gant un dornad holen gros war ar skilbebr d'ober chug. Lakaat an tomatez ha kourjetez war-benn goude ur pennadig. N'eus ket ezhomm a zour. Poazhañ goustad. Gwelloc'h e vo c'hoazh an eil poazhadenn: fetisoc'h ar chug.
Lod a aoz ur gaoteriad evit ur sizhun pe meur a zevezh. An diaesañ eo yenaat etre div boazhadenn. Ne ra nemet gwellaat eus an eil poazhadenn d'eben.

Meur a zoare da zebriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Debret e vez gant kig pe besked. Pe gant riz hepken. Pe gant netra nemet bara, da lipat ar chug.
Pa vez bet poazhet meur a wech e c'hall dont da vezañ evel ur seurt kaotigell a c'haller debriñ en-yen war dammoùigoù bara gant ur banne digor-kalon.