Ragenfred

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ragenfred, pe Ragenfrid, Raganfrid, Ragamfred (pe Rainfroi e galleg a vremañ), a voe maer ar palez e Neustria ha Bourgogn adal 715, war-lerc'h Pepin Herstal, dindan Dagobert III ha Chilpéric II, ha betek 718, pa voe kemeret ar galloud gant Karl Martel. Mervel a reas e 731.

E Vexin eo e oa diazezet e c'halloud. Kemeret e voe gant Dagobert III, e-lec'h Theudoald, mab Pepin, ha mab-bihan Plektrudis, met van outañ ne reas na Plektrudis na Karl. Gant skoazell Eudes, dug Akitania, e klaskas en em zisammañ eus yev Aostrazia, met faezhet e voe gant Karl Martel en emgann Vinchy e 717, hag e Soissons e 719. E 724 en em savas tud Neustria gant Ragenfrid, met trec'het e voent. Ret e voe da Ragenfrid lezel e vibien da ostajed evit mirout e gontelezh. En em dennañ a eure en Anje, ma varvas en 731.


En e raok
Pepin Herstal
Ragenfred
Maer ar palez
... -...
War e lerc'h
Karl Martel