Pepin Herstal
Pepin Herstal pe Pepin II, pe Pepin Yaouank, (war-dro 653- 16 a viz Kerzu 714) a oa maer ar palez en Aostrazia. Mab e oa da Ansegisel (a oa mab da sant Arnoul) ha Begga, merc'h da Pepin Landen.
Perc'henn bras e oa , kalz a dud dindanañ, hag alese e teue e nerzh ha hini e ziskennidi. Evezhiekoc'h eget e eontr Grimoald Iañ e oa ha ne glaskas ket lakaat tud eus e diegezh e-lec'h ar Veroveidi.
Met war-lerc'h lazhidigezh Dagobert II gant Ebroin e kemeras penn an noblañsed aostrazian. Emsevel a reas a-enep maer Ebroin, maer ar palez, hag aloubiñ Neustria, met trec'het e voe e-kichen Laon. War-lerc'h marv Ebroin en 681 e reas ar peoc'h gant Waratton, maer ar palez e Neustria, hag e anavezas Thierry III evel roue. Neuze e vroc'has ouzh Berchaire, deuñv Warattonha maer ar palez war e lerc'h. Faezhet e voe armeoù Neustria gantañ e Tertry e 687.
Lennadurezh [kemmañ]
- Jean-Charles Volkmann, Bien connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-87747-208-6
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire d'Histoire universelle ISBN 978-2-04-732194-2