Privezioù

Eus Wikipedia
Privezioù hep kador, e Pologn. Amañ e ranker plegañ.
Ur gador e liv en ur gambr-aez.

Ar privezioù eo an anv a vez graet hiziv eus ur sal, en tier, ma c'hall an dud troazhañ ha difankañ.

Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo a lavar eo ur ger brezhoneg OGM (sic). Koulskoude e kaver anezhañ e levrioù kozh zo :

  • Er Dictionnaire breton-françois du diocèse de Vannes gant Pierre de Châlons (1723) e kaver ar pennger-mañ pajenn 138 : Privoïs: latrine, privé, garde-robe,
  • E Geriadur Gregor (1732) e kaver an anvioù-mañ er bajenn 565: kac'hlec'h, kambr-aez, privezoù, garderob, privoes.
  • E Geriadur L'Armerye (1744) e kaver ar ger priouæs evit treiñ "latrine".
  • E Geriadur Pierre de Châlons adembannet gant Joseph Loth e 1895, ouzhpennet un notenn gant hemañ d'ar penn-ger Privoïs pajenn 74: cf. privezou: latrines.
  • Er Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes gant Emil Ernod (1904), pajenn 190 : Priouéz, privoéz m. pl. ieu, privé, commodités, latrines.
  • E-barzh Me a gomzo brezoneg (1990), gant Jean Tricoire, e kaver ar ger privezioù er bajenn 126.

Gerioù all zo avat, darn roet dre fent: kabined, gablotoù, Kersoulaj.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ar maez, betek er bloavezhioù 1950, ne oa ket a brivezioù e-barzh an tier kozh, neuze e veze savet lochennoù nepell diouzh an tier, a veze implijet pa n'aed ket a-drek ur c'hleuz d' ober ur blegadenn, evel a veze lavaret.

E-pad an noz e veze implijet ar pod-kambr, pe kelornioù hag a veze diskarget war ar bern teil diouzh ar beure.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Privezioù er
wikeriadur, ar geriadur frank.