Kelorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maouez o tougen ur c'helorn war he fenn

Ur c'helorn, pe ur sailh, pe ur bailh, a zo ur benveg da zougen dour pe laezh peurvuiañ. Graet e veze e koad, pe lêr gwechall, ha hiziv en houarn pe plastik. Un dorn zo da gregiñ ennañ.

Implijet e veze da vont d'ar feunteun da gerc'hat dour, da c'horo ar saout.

Ur c'helorn a rank bezañ skañv a-walc'h da zougen, rak pa vez leun e c'hall bezañ re bonner.

Er Grennamzer e veze gwerzhet dour er c'hêrioù gant tud a zouge kelorniadoù.


Skeudennaoueg [kemmañ]