Polifemos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Odisseüs hag e geneiled o tallañ Polifemos, añforenn eus Henc'hres, war-dro 650 kent J.-K., mirdi Eleusis.

E mitologiezh Henc'hres, Polifemos (en henc'hresianeg Πολύφημος Polúphêmos, ger-ha-ger « a gomz kalz, teodek » pe « illur ») zo ur c'hiklop, mab Poseidon hag an nimfenn Toosa.


Kontañ a ra an Odisseia ez eas Odisseüs hag e listri betek enezenn ar Gigloped ha tapet e voe an haroz ha lod eus e dud gant Polifemos a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da achap kuit a-drugarez d'ur finesa eus roue Itaka a vezvas ar c'hiklop gant gwin kemeret d'ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk. Odisseüs en doa touellet Polifemos da gentañ o lâret e oa Outis e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi Polifemos war e sikour ha goulenn petra a c'hoarveze gantañ e tisplegas edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramz ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne voe ket Odisseüs evit miret outañ da ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat Polifemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbed e oa dezhañ flastrañ anezhañ, ha war-lerc'h e c'houlennas gant e dad Poseidon veñjañ anezhañ, o viret ouzh Odisseüs da zistreiñ biken en e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha na gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.