Plouzer krec'hin

Eus Wikipedia
Plouzer krec'hin

Ar plouzañ krec'hin a zo un arz da reiñ ur stumm bev d'al loened marv. Ar vicher-se a vez anvet plouzer krec'hin pe plouzer.

Doare[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal ar plouzañ krec'hin a zo krouiñ ur struktur pe ur skeledenn (e koad pe e metal) evit adsevel formoù ul loen. A-raok, an adsevel a veze graet d'an aliesañ e plouz, setu perak ez eus tu lavarout plouzer. Da c'houde e vez kivijet ar c'hroc'hen ha gwarezet e vez anezhañ gant produoù kimiek. Evit echuiñ e vez lakaet kroc'hen al loen war ar struktur (pe ar skeledenn). Evit reiñ muioc'h a vuhez d'al loened e vez implijet daoulagad e gwer' pe evit an teod peogwir n'ez eus ket tu mirout anezho a-hed ar bloavezhioù (breinañ a ra).

Un olifant plouzet

An dibourc'hañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal an dibourc'hañ a zo tennañ kroc'hen al loen. Ret eo dibegañ ar c'hroc'hen diouzh ar c'hig dousik-tre, goude-se ez eo ret tennañ pep tamm kig, eskern pe druzoni hag a chom stag mat ouzh ar c'hroc'hen. Holl lodennoù ar c'hroc'hen a zo da vezañ miret. Lodennoù 'zo ar skeledenn a c'hell bout miret. A-raok e veze miret ar c'hlopenn. Bremañ evit al laboused e vez laosket eskern an divaskell hag an divhar d'an aliesañ en o flas, dreist-holl evit ar re vihan.

Ar c'hivijerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal ar c'hivijerezh a zo souplaat ar c'hroc'hen evit ar savadenn, ha gwareziñ anezhañ gant produoù kimiek, evit lakaat anezhañ da vezañ divrein a-enep tagadennoù ar bakterioù, an togoù-touseg pe an amprevaned. Ar c'hroc'hen a vez trempet e-barzh produoù kimiek disheñvel evit mirout e liv orin.

Loupard erc'h plouzet.

Stumm ar c'horf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm korf a zo ur benveg a sikour da adsevel furm al loen oc'h ober un dra bennak. E-penn kentañ e vezent graet d'an aliesañ e koad hag e plouz, bremañ emaint graet e houarn gant koad ha plastr.

Lakaat ar groc'hen war ar stumm korf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez ar c'hroc'hen war ar stumm korf, gant un tamm druzoni evit ma vefe aesoc'h da lakaat. D'an aliesañ ez eo ret kempenn toulloù bihan a chom war ar c'hroc'hen pe war ar stumm korf a-raok ar wriadenn ziwezhañ. Tu 'zo ivez sec'hañ, broustañ pe livañ ar c'hroc'hen evit ma vefe hi bravoc'h. Evit reoù 'zo evel ar pesked, eo aesoc'h ober ur vouladenn eus kroc'hen al loen diouzhtu (gant danvezioù e plastik soupl), aesoc'h eo ober-se evit ar plouzer krec'hen (met keroc'h eo). Ar vouladenn a vez implijet ivez evit kempenn lodennoù 'zo evel pavioù, dent, ur beg pe ur moj.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er ragistor, ez eo bet kavet teknikoù kentañ ar c'hivijerezh. A-hed ar bloavezhioù ez eo bet lakaet teknikoù all e pleustr evel an ambaomiñ gant an Egipsianed. Adalek ar XVIvet kantved, e veze implijet teknikoù nevez evit mirout korf ul loen marv degaset eus ur vro nevez disoloet. Tro-dro 1748 eo bet klasket implijout ar plouzañ krec'hen a drugarez da labourioù Jean-Baptiste Bécoeur. E 1793, Louis Dufresne a zeu da vezañ plouzer krec'hin er Muzeom Broadel Istor Naturel. E-pad tost 50 vloaz ez eo bet implijet nemetken an teknikoù a vremañ hep klask ijinañ traoù all. Da c'houde ez eo bet ijinet teknikoù nevez. En XIXvet kantved e oa diouzh ar c'hiz da vat ar plouzer krec'hin a drugarez da levrioù 'zo hag a oa aet maez. Digoret eo bet atalieroù plouzeier krec'hin gant Jean-Baptiste Deyrolle e 1831 e Pariz hag Rowland Ward e Londrez.

Hiziv an deiz e vez klasket skañvat ha kreñvaat ar strukturoù.

Pal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al loened hag a vez plouzet a zo d'an aliesañ evit diskouez er muzeomoù. Reoù all a zo plouzet evit tud 'zo hag o deus c'hoant mirout un eñvor eus ul loen marv pe c'hoaz evel eñvor ur chase.

Stuzioù labour hag ar studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ober al labour-se ez eo ret bezañ vaksinet, gwiskañ manegoù ha kaout ur maskl a-enep ar produoù kimiek.

Evit ober ar vicher plouzer krec'hen eo ret kaout : -Ur CAP plouzer krec'hin -tremen ur genstrivadeg velestradurel anvet I.T.R.F