Pierre-Joseph Proudhon
Pierre-Joseph Proudhon 15 a viz genver 1809 - 19 a viz genver 1865)a oa ur politikour gall hag an diazezer preder war ar c'henwarez. An hini kentañ eo bet o lavaret bezañ anveliour ha gwelet e vez evel unan eus ar saverien damkan levezonusañ. Tad an anveliouriezh a vez graet alies anezhañ. E-touesk holl brederourien sokialour an XIXvet kantved ez eo an hini nemetañ da vezañ diouzh pobl al labourien.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz ha deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e Besançon e 1809, da lavaret eo dindan ren Naopoleon Iañ. Mab e oa d’ur barazher ha d’ur geginourez. Studiañ a reas mat er skol ha resev a reas e 1820, ur yalc’had a roas tu dezhañ da studiañ e skolaj Besançon. Eno e oa an hini paour nemetañ e-touez bugale bourc’hizien. Mezhekaet e veze alies, hogen kement-se ne vire ket outañ resevout meur a briz evit e labour. Da 17 vloaz ez eas Pierre Josephda labourat en ur voullerezh evel lizherenner evit degas arc’hant d'ar gêr, profitañ a reas diouzh e vicher evit studiañ ar yezhoniezh, ha keñveriañ a reas skouerennoù latin, hebraek, gresianek ha gallek eus ar Bibl. Skrivañ a reas ul levr, Catégories grammaticales, hag a sachas evezh akademiezh Besançon.
Preder
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1838 e resevas digant akademiezh Besançon ur yalc’had hag a ro tu dezhañ, eñ 29, da dremen e vachelouriezh ha da seveniñ studioù er Skol-Veur. E 1839 ec'h embann e gentañ oberenn politikel, De la célébration du dimanche hag ar bloavezh war-lerc’h Qu'est-ce que la propriété ? En oberenn-mañ ez eo skrivet al lavarenn hollvrudet : ar berc’henniezh a zo laeroñsi : " La propriété, c'est le vol ". En dro d’an oberenn-se ez eus ur pezh mell rendaele vo tennet e yalc’had digant Proudhon gant akademiezh Besançon. Goude an oberenn-se e skrivo Proudhon daou levr all hag a gaso anezhañ dirak al lez-varn. Ar juri n’eo ket gouest da varnañ teoriennoù skiantel ha lezet eo da vont. Ar berc’henniezh evit Proudhon a zo da gentañ-penn ar galloud prenañ pe feurmiñ tud : sklaverezh (evit ar brenidigezh) ha gopregezh pe koumanat (evit ar feurmidigezh). "Ar berc’henniezh a zo korvoerezh an den gant an den." Evitañ n’eo ket "ar broletariat un doue da azeuliñ met ur fall a zo ret distruj." Proudhon en deus c’hoant e vefe meret ar binviji produiñ gant al labourerien, hag a-du eo gant an emrenerezh hag an emvererezh pe ar vererezh eeun evel m’en lavar e Les Confessions d'un révolutionnaire. Diorroiñ a ra Proudhon e sokiologiezh, hag a zo hini an nerzhioù hollek dibosubl da grenaat d’an hinienn. Evitañ ez eo an aozadur sokial da vezañ dizoloet er gevredigezh ha n’eo ket da vezañ ijinet, ret e vo d’an aozadur-se doujañ da disheñvelderioù an hiniennoù evel diouzh reoù ar strollder. Bevañ a ra Proudhon en dienez. Labourat a ra e-pad ur mare en un embregerezh sevel bigi bet krouet e Lyon gant ur gamalad skolaj kozh dezhañ. Alies e chom Proudhon e Pariz eno e darempred meizourien a bep seurt orinoù Grün, Bakounin, Herzen ha Marx. Marx en deus bet c’hoant e kemerfe perzh Proudhon en aozadur etrevroadel hag a oa o kregiñ d’en em grouiñ. Nac’hañ reas Proudhon ha Marx a vagas neuze kasoni dioutañ e vuhez pad. Skrivañ a reas zoken skridoù goapaus ha diseven en e geñver. Proudhon a embannas er bloavezhioù-se div oberenn a-bouez : La création de l'ordre e 1843 ha Contradictions économiques ( embannet ivez dindan an titl " Philosophie de la misère ") e 1846. Er skridoù-se e tsipleg Proudhon e poelloniezh : skarzhañ a ra an danvezliouriezh hag ar speredouriezh war ar memes tro, ha klask a ra un doare da gompren al liested sokial en he fezh. Tostaat a ra war ar memes tro ul lodenn diouzh an ekonomiezh politikel ha diouzh ar sokiologiezh.
E 1847 e tilez Proudhon e labour e Lyon evit dont da gazetenner. Goude bezañ bet kalz trubuilhoù e grou e gazetenn pemdeziek "Le Peuple", hag a gemmo e ditl e "Le Représentant du peuple", a da c’houde e "La Voix du peuple", goude barnedigezhioù ha difenn ar gazetenn gant ar justis, a-benn distreiñ d’e anv orin.
E miz C’hwevrer 1848, eo dispennet ar vonarkiezh. Dilennet eo Proudhon kannad er Vodadeg Vroadel e miz Even 1848. Kannad an tu-kleiz dispac’hel pennañ e oa. Enebiñ a ra kalz da bolitikerezh ar gouarnamant ha kasaet eo gant meur a gannad. E fin miz Even en em sav pobl Pariz goude ma vefe dispennet ar Stalioù Broadel e lec’h ma laboure ouzhpenn mil den. Flastret eo an emsavadeg, mouget eo er gwad. Proudhon a oa a enep an emsavadeg-se a n’halle ket hervezañ treiñ da wir dispac’h. E-pad ar vougadenn eo koulskoude an hini nemetañ er Vodadeg da gemer tu an emsavidi. En e brezegenn e galv d’ar vadelezh evit ar bobl. Nac’het eo ober tra pe dra gant ar gannaded all. Adalek ar mare-se e tro Proudhon war-du stourm ar renkadoù, enebiñ a ra ar bobl ouzh ar vouc’hizien. Evit ar wech gentañ e veze kaoz diouzh stourm ar renkadoù er Vodadeg. An holl gannaded war bouez unan a gastiz Proudhon evit e vennozhioù. E miz Kerzu pa’z eo dilennet Louis-Napoléon Bonaparte da brezidant ar Republik e tarzh Proudhon . Ken tagus ha ken flemmus e vo e bennadoù ma vo kondaonet da dri vloaz toull-bac’h. En toull-bac’h e skriv Les Confessions d'un révolutionnaire hag idée générale de la révolution, div oberenn enepstadelour hag enep kommunour.
Dieubet e miz Even 1852, Proudhon a zo kondaonet en dro da dri vloaz toull-bac’h e 1858 goude embannadur De la justice dans la Révolution et dans l'Eglise, oberenn diazez e breder e lec’h ma tiver e enklaskoù war ar relijion hag e stourmoù a-enep dezhi.
A-benn chom hep bezañ bac’het e dec’h da Velgia. Eno e chomo betek 1862. Ar gevredelezh a teu splann dezhañ evel sistem aozañ ar c’hevredigezhioù dispac’hel. A-enep krenn eo ar sav poent-se d’ar galloud e pleustr ha da stourmoù an Italianed evit unaniezh Italia pe hini ar Boloniz evit adsavidigezh o stad-nasion.
Klañv e teu da vezañ ha n’hall ket kas e breder betek penn. Koulskoude adalek e oberenn Du principe fédératif hag hini Tolstoi : Brezel ha peoc’h, e savo ar brederourien diveliour un deorienn kevredelour. E bloavezh diwezhañ e vuhez e savo Proudhon e levr La Capacité politiques des classes ouvrières, hag a vo un oberenn diazez evit ar strolladoù labourerien gall. Mervel a reas Proudhon e 1865 en ur lezel un oberenn puilh ha liesseurt. Evit lod ez eo Proudhon tad an diveliouriezh, koulskoude n’eo ket ken brav e breder war pep tachenn, a-enep krenn e oa da frankiz ar merc’hed ha soñjoù mirour en devoa war meur a boent. Hogen, ar pezh a zo sur ez eo unan eus prederourien pennañ an XIX vet kantved e Frañs, awener an diveliourien koulz hag ar sokialourien. Ijiner an emvererezh, diazezour ar boelleriezh vodern.