Pickles (ki)

Eus Wikipedia

Pickles a oa ur c'hi-deñved skos bastard, gwenn ha du e vlevenn, hag en devoa tapet brud vras un nebeud mizvezhioù a-raok ma voe kroget Kib vell-droad ar bed 1966 e Bro-Saoz (bet dalc'het adalek an 11 betek an 30 a viz Gouere).

Pevar bloaz abretoc'h (e 1962 enta) e oa bet dalc'het seizhvet doare Kib vell-droad ar bed e Chile hag aet ar maout gant skipailh Brazil evit an eil gwech diouzh renk. Asantet o devoa an aozerien saoz e vefe diskouezet trofe ar genstrivadeg – ar Gib Jules Rimet – e Central Hall Westminster, e kreizig-kreiz Londrez d'ar Sul 20 a viz Meurzh 1966. Aze e oa bet dalc'het un diskouezadeg timbroù ken dibaot ha prizius an eil hag egile gant ar Stanley Gibbons' Stamp Company. Padal, un ofis relijiel a ranke bezañ dalc'het er memes sal ivez a-raok he digeriñ d'ar weladennerien. Eviti da vezañ bepred dindan selloù pemp gward surentez e oa aet ar gib gant un den dianav pa zistroas ar gward George Franklin d'abardaez ! Digoret e oa bet ar werenn ziskouez ma oa an trofe enni hep na vije bet gwelet gant den ebet...

Gant ur paotr anvet "Jackson" e oa bet goulennet un daspren a 15 000 ₤ dre ur bellgomzadenn kaset da Joe Mears[1], prezidant ar Football Assocation, kenkent hag an deiz war-lerc'h. Fiziet e oa bet an afer er polis Charles Buggy na chomas ket louediñ : goude un nebeud eurioù ha dizeurioù e voe tapet ar "Jackson", Edward Betchley diouzh e anv gwir, a ziskouezas bezañ un torfedour dister, c'hoant gantañ d'ober e vad eus ar saviad.

Seizh devezh diwezhatoc'h, d'ar Sul 27 a viz Meurzh enta, e voe adkavet an trofe gant Pickles, hag eñ oc'h ober un dro-vale gant e vestr David Corbett e South Norwood, ur c'harter er gevred da Londrez. Paket gant sifelennoù e oa e-barzh ur gazetenn gozh e-harz garzh ul liorzh. Raktal e voe kaset ar gib gantañ da gomiserdi Gypsy Hill. Ha disammet aozerien Kib vell-droad ar bed war un dro.

Ne voe ket kavet al laer. Diskrediñ a rejod war mestr Pickles e-pad ur pennad amzer kent reiñ ur gopr a 6 000 £ dezhañ. Ar pezh a lakaas kaol e soubenn ar martolod yaouank a oa o labourat war ur gobar eus an Tavoez d'ar mare-se. Pa'z eas ar maout gant An Tri Leon[2] a-barzh fin ar gont e voe pedet Corbett ha Pickles da friko-lidañ trec'h (kentañ ha... diwezhañ) skipailh Bro Saoz. War a lavarer e oa bet aotreet ar c'hi da beurlipat asied e vestr...

Mervel a reas ar c'hi Pickles e 1967, taget gant e lêrenn tra m'edo oc'h ober ar pezh a vez graet gant holl chas ar bed : redek war-lerc'h ur c'hazh. Gwelout a c'haller e rollenn en National Football Museum e Manchester.

C'hoari a reas Pickles an aktour er film breizhveuriat The Spy with a Cold Nose sevenet gant ar filmaozour kanadian Daniel Petrie e 1966. D'an 3 a viz Mezheven 2006 e oa deuet er-maez ur film evit ar skinvel, Pickles: The Dog Who Won the World Cup an titl anezhañ, bet savet gant ar filmaozour breizhveuriat Gavin Millar : ennañ ez eo roet mouezh da bPickles gant an aktour saoz Harry Enfield.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mervel a reas en Oslo d'an 30 a viz Mezheven 1966, ur pemzektez a-raok deroù Kib vell-droad ar bed !
  2. E-giz-se e vez lesanvet skipailh mell-droad Bro-Saoz.