Pesked (steredeg)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Pesked pe Pisces e latin zo ur steredeg eus ar zodiak. Liester ar ger pesk eo e anv Latin, hag Pisces.svg eo e arouez. Emañ etre ar Skuilher-dour er c'hornôg hag ar Maout er reter. Kroaziañ a ra an ekliptik ar keheder an neñv e-barzh ar steredeg-se hag er Werc'hez.

Perzhioù heverk[kemmañ]

Steredeg ar Pesked evel ma c'hall bezañ gwelet gant al lagad.

kedez an nevezamzer a vez lec'hiet er Pesked da gustum, pell e su ω Psc, hag, abalamour d'ar presesiad, e tilec'h goustadik dindan pesk ar c'hornôg trema Skuilher-dour.

Emañ Steredenn Van Maanen, dezhi 12,36 meurez, er steredeg-mañ.

Er Pesked ez eus ur c'halaksienn a gaver e-barzh katalog Charles Messier. Anvet eo bet ar c'halaksienn-se Messier 74.


Mitologiezh[kemmañ]

Pisces as depicted in Urania's Mirror, un dastumad kartoù diwar-benn ar steredegoù embannet e Londrez war-dro 1825.

Taolennet e vez ar steredeg-se dindan stumm daou besk, ereet gant ur gordenn hir er memes lec'h war-bouez o lost. Koulskoude an ereoù a c'hall bezañ gwelet evel korf tud neudennheñvel (Ar "pesked" a vefe o fenn neuze). E danevelloù eus mitologiezh koshañ Henc'hres ez int gwelet evel daou zen ereet en ul lec'h, ha ne veze sellet nemet ouzh Piscis Austrinus evel ur pesk.

Hervez ur vojenn eus Henc'hres, ar Pesked a daolenn ar pesked a zeuas Afrodite hag he mab Eros da vezañ abalamour da dec'hout rak an doue Tifon. Ereet int gant ur gordenn war-bouez o lost, kuit ma tiankfe unan anezhe.[1] Lod a lavare ivez e oant bet lakaet en neñv en enor eus an taol harozek o doa kaset da benn o skoazell Afrodite hag Eros diouzh Tifon er ster Eufratez.


Notennoù[kemmañ]

  1. Star Tales – Pisces

Levrlennadur[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]