Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou zo ur ganaouenn vrezhonek war un ton dañs-tro.
Dastumet eo bet gant Cheun ar C'hann, ur c'henderv da Wennole ar Menn hervez an akordeoñser Bernard Lasbleiz[1].
E 1950 e voe embannet gant Emgleo Breiz el levrig Digor an abadenn, hag adembannet e 1985[2].
An niverenn 509 eo e lec’hienn Per Kentel[3], ha kinniget evel eus kornad Rostrenenn.
1.
- Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
- Gant da gozh kazeg rouan ?
- — Kerzhout a ran 'trezek foar Faou
- 'Vit he gwerzhañ, ma c'hellan
- — Kamm eo da gazeg paour
- Diaes e vo he gwerzhañ !
- 'Viti, e-lec'h kaout arc'hant
- Kemer va buoc'h gwellañ
|
2.
- Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
- Da gas da vuoc'h dialan ?
- — Kerzhout a ran 'trezek foar Faou
- 'Vit he gwerzhañ, ma c'hellan
- — Me 'gred ez eo klañv-bras
- Ne gavo ket prener !
- 'Vit da relegoù kras
- 'Po va femoc'h tener
|
3.
- Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
- Gant ur pemoc'h 'vel hemañ ?
- — Kerzout a ran 'trezek foar Faou
- 'Vit e werzhañ, ma c'hellan
- — Treut eo da bemoc'h kaezh
- 'Dalvez ket daou wenneg
- 'Vit va gavr mat d'al laezh
- Trok an aotrou reunek
|
4.
- Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
- Gant Begekig, ker buan ?
- — Kerzout a ran 'trezek foar Faou
- 'Vit he gwerzhañ, ma c'hellan
- — Da c'havrig zo biskorn
- Hag he zezh zo dister
- Dao amañ, sko em dorn :
- Da c'havr 'vit va mezher
|
5.
- Ar mezher oa kozh ha roget
- Penaos gwerzhañ seurt pilhoù ?
- Met p'edo 'vont d'e daol er mor
- E tigoras e c'henoù :
- — Petra 'oa en e douez ?
- Daouzek mil pemp kant lur !
- Biskoazh pebezh souezh
- Ha brasañ plijadur !
|
6.
- Echu ar foar gant Tonton Laou
- Ha distro da Gêrgongar
- — Penaos eo tremenet an traoù ?
- — Mat-tre, n'az pez ket glac'har
- Gwerzhet eo ar gazeg,
- Setu ur pezh yalc'had :
- Gouest eo ur genaoueg
- D'ober meur a daol mat"
|