Dañs-tro

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dañs-tro. Engravadur eus 1880.

An dañs-tro, pe dañs a-dro, pe gavotenn alies, zo un anv hollek roet d'un toullad dañsoù breizhek.

An dud a zañs en ur c'helc'h, a-wechoù en ur chadenn digor, dorn an eil e dorn egile, ur plac'h etre daou baotr pa c'haller, en ur vont a zehoù da gleiz. Ne fiñv ket nemeur an daouarn.

Dañset e veze an dañsoù tro ouzh son ar binioù hag ar vombard, pe hini an akordeoñs hag an dreujenn-gaol, pe c'hoazh ouzh kan ar ganerien, ar c'haner hag an diskaner(ien). Gwelout kan ha diskan.


Lennadurezh[kemmañ]

  • Jean-Michel Guilcher, La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne, MOUTON 1963.