Orderic Vitalis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Orderic Vitalis (1075 - 1143) a oa ur c’hronikour saoz eus ar Grennamzer. Sellout a reer ouzh e levr latin Historiae Ecclesiasticae evel unan eus ar mammennoù pouezusañ evit studiañ istor an Normaned e Bro-Saoz hag e Bro-C'hall.

E vuhez[kemmañ]

Diwar-benn e vuhez e ouzer ar pezh a gont e-unan e levr 4 e Historiae Ecclesiasticae. Ganet e oa bet e 1075, ha badezet Orderic (pe Ordericus), e keriadenn Atcham, e-kichen Shrewsbury, e kornôg Bro-Saoz, nepell diouzh Kembre. Gall e oa e dad Odelerius, ur beleg e servij Roger Montgomery, 1añ kont Shrewsbury, ha Saozez e oa e vamm moarvat. Bevañ a reas e Shropshire betek an oad a 11 vloaz ha neuze e voe kaset da vout kloareg da vanati Saint-Evroul-en-Ouche, ur manati Beneadiz e Normandi.[1] Gant ar venec’h eno e voe adanvet Vitalis (pa oa anvet Orderic hepmuiken a-raok), rak diaes e kavent distagañ e anv-badez saoznek. Diwezhatoc’h e sino e skridoù gant an daou anv, Ordericus ha Vitalis, hag ouzhpennañ a rae ivez an anv Angligena, da lavaret eo « genidik a Vro-Saoz ».

Beleget e voe e 1107. Meur a wech ez eas kuit diouzh manati Saint-Evroul-en-Ouche ha kontañ a ra e veajoù da Croyland, Worcester (e Bro-Saoz), Cambrai ha Cluny (war an douar-bras) en e skridoù.

Tamm-ha-tamm en em lakaas da adskrivañ dornskridoù, rak troet e oa gant al lenn hag ar skrivañ. Goulennet e voe outañ gant an abad skrivañ istor manati Saint-Evroul.

E Saint-Evroul e savas e Historiae Ecclesiasticae etre ar bloavezhioù 1123 ha 1141, hag oberenn veur e vuhez e voe. Kontañ a ra er skrid-se istor broioù kornôg Europa, abaoe o c’hristenidigezh betek an XIIvet kantved, met eus istor an Normaned ez eus anv dreist pep tra, goude aloubidigezh Bro-Saoz gant Gwilherm an Alouber dreist-holl. Dre ma oa genidik eus Shropshire, tost da Gembre, e ro kalz a lec’h en e skrid da istor Marzoù Kembre ha d’an darempred etre Saozon ha Kembreiz da neuze.

Ur skrid gwall dalvoudus eo e Historiae ecclesiasticae evit studiañ istor dugelezh Normandi hag istor Bro-Saoz d’ar mare-se. Ouzhpenn kontañ darvoudoù ha reiñ deiziadoù a ra ; diskrivañ a ra aketus boazioù ar gevredigezh ha sevenadur an amzer-hont.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Marjorie Chibnall (dindan renerezh), The Ecclesiastical History of Orderic Vitalis, 6 levrenn, Oxford Medieval Texts, 1968-1980, ISBN 0-19-820220-2
  • Christopher Tyerman, « Orderic Vitalis », p. 109-110 e-barzh Who's Who in Early Medieval England, 1066-1272, Shepheard-Walwyn, 1996, ISBN 0856831328
  • François Neveux, La Normandie des ducs aux rois. Xe-XIIe siècle, Roazhon, Ouest-France, 1998

Notennoù[kemmañ]

  1. David Walker, The Norman Conquerors (Abertawe, 1977), p. 23.