Ogdoad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

En mitologiezh egiptat, an Ogdoad ao an navad azeulet e Hermopolis. Eizh doue a oa, koublet daou-ha-daou e koubladoù par ha parez. Liammet e oa an doueed gant ar glesker hag ar doueezed gant an naeron. Kavout a raed  : Nou/Naounet, Amon/Amonet, Kouk/Kaouket, Houc'h/Haouc'het. En tu all d'o jener, ne oa ket kalz a dra a lakae kemm etre un doue hag an doueez koublet gantañ. Da dra, anvioù an doueed n'int nemet furm wregel anv an doueezed koublet gante. Pep koublad a bersonele tu gourel ha tu gwregel pevar meizad : an dourioù kentañ (Nou/Naounet), an aer pe an diwelusted (Amon/Amonet), an deñvalijenn (Kouk/Kaouket), hag ar beurbadelezh pe ar spas diharz (Houc'h/Haouc'het).


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg