Nuala Ní Dhomhnaill

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuala Ní Dhomhnaill (ganet e 1952) zo unan eus ar barzhezed iwerzhonek anavezetañ en hon amzer. Ganet e oa bet e Lancashire, e Bro-Saoz, e 1952, da dud deuet eus Iwerzhon, hag aet e oa da Iwerzhon da vevañ pa oa 5 bloaz. He yaouankiz he deus tremenet e korn-bro An Daingean, e kontelezh Ciarraí da gentañ, hag e An tAonach, e kontelezh Tiobrad Árann da c'houde.

Studioù saozneg hag iwerzhoneg he deus graet e skol-veur Korkig. Kroget he deus da skrivañ barzhonegoù en iwerzhoneg, zo bet embannet er gelaouenn Innti. Dimezet eo gant un douaroniour turk, Dogan Leflef, ha bevet he deus e Turkia hag en Izelvroioù e-pad bloavezhioù a-raok dont da Iwerzhon en-dro. Bremañ emañ o vevañ e Dulenn.

Nuala Ní Dhomhnaill a gomz meur a yezh : saozneg, turkeg, galleg, alamaneg ha nederlandeg. Met dibabet he deus skrivañ en iwerzhoneg hepken. Ezel eo hi eus Aosdána (Akademiezh arzoù Iwerzhon). Ouzhpenn barzhonegoù he deus skrivet pezhioù-c'hoari evit ar vugale, studiadennoù lennegel ha pennadoù skridvarnerezh.

He barzhonegoù zo bet troet e meur a yezh : galleg, alamaneg, poloneg, italianeg, norvegeg, estoneg, japaneg, saozneg ha brezhoneg (Ar Gwele seiz/Leaba Shíoda, troet gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez ha Art J. Hughes hag embannet gant Skrid.