Mont d’an endalc’had

Novaya Zemlya

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Novaïa Zemlia)
Kartenn Novaya Zemlya

Novaya Zemlya (ruseg: Но́вая Земля́, distagadur LFE: [ˈnovəjə zʲɪmˈlʲa], ar pezh a dalvez “Douar Nevez”) zo un enezeg e Meurvor Arktika, e hanternoz Rusia ha biz Europa, hag a ra an disparti etre Mor Barents ha Mor Kara. 90 650 km² eo he gorread, da lâret eo kement ha hini Portugal. An div enezenn bennañ zo dispartiet gant strizh-mor Matochkin.

Hervez niveradeg 2011 e oa 2 429 annezad e Novaya Zemlya, 1 972 anezhe o chom e Belouchya Gouba, ar greizenn velestradurel. A-raok bezañ dilec'hiet d'an douar bras er bloavezhioù 1950 e oa ur boblañs Nenets o chom en enezeg.

D'an 30 a viz Here 1961 e voe lakaet da darzhañ ar vombezenn nukleel anvet Tsar Bomba a-us an enezeg.

Div enezenn bennañ a zo:

  • Enez Severniy (Се́верный о́стров e rusianeg, ar pezh a dalvez "enez an norzh")
  • Enez Youjniy (Ю́жный о́стров, "enez ar su")