Norodom Sihanouk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Norodom Sihanouk.

Norodom Sihanouk (kmereg: Sihanouk4.png), ganet d'an 31 a viz Here 1922, marvet e Beijing d'ar 15 a viz Here 2012, a voe roue Kambodja eus 1941 da 1955 hag adarre eus 1993 da 2004. E penn ar vro e oa ivez etre 1953 da 1970.

E 1960 e tilez e garg a roue Kambodja. E 1963 e nac'has sikour SUA a glaske harp evit brezel Viêt Nam. E 1970 e voe roet lamm dezhañ dre un taol-stad kaset gant an tu a-du gant SUA. E Sina e kavas repu. Distreiñ a reas gant ar Ghmered ruz met e 1976 ez eas diganto. E penn ar vro e voe dilennet e 1993 goude Emglev Pariz.