Nisos, mab da Bandion
Eus Wikipedia
Nisos a oa unan eus pevar mab ar roue Pandion, roue Aten, ha d'e bried Pylia (anavezet ivez evel Nisa). Roue Megara e voe war-lerc'h e dad, hervez mojennoù Hellaz kozh.
Div verc'h en doa, Skylla hag Eurinome.
Mojenn [kemmañ]
Ur vlevenn limestra en devoa, ha hervez an orakl eo outi e oa stag planedenn e rouantelezh.
Sot e oa e verc'h Skylla gant ar roue Minos, aoa oc'h ober sezhiz kêr. Ha hi da droc'hañ ar vlevenn d'he reiñ d'he dousig. Kemeret kêr gant Minos a reas fae war ar verc'h hag a stagas anezhi ouzh gwern e lestr.
E verc'h arall, Eurinome, a zimezas d'un den anvet Megarea, hag a oa mab d'an doue Poseidon, hag a roas e anv da gêr Megara.