Ngazidja

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ngazidja e Komorez

Ngazidja, pe Grande Comore, eo enezenn vrasañ Komorez. E-pad kantvedoù e oa rannet an enez e meur a sultanelezh anvet Bambao, Itsandra, Mitsamihuli, Bajini, Hambu, Washili, Hamahame, Mbude, Hamvu ha LaDombe. E 1886, sultan Bambao, Saidi Ali ibn Saidi Omar, a zeuas a-benn da unaniñ ar sultanelezhioù-se da vont d'ober stad Ngazidja. Er bloavezh-se end-eeun e voe lakaet an enez dindan beli Frañs, hag e 1893 e voe kaset Saidi Ali d'an harlu. E 1911 e voe staget an enez da vat ouzh Frañs.

E 1975 e voe savet stad Komorez gant inizi Ngazidja, Nzwani (Anjouan) ha Mwali; enez Mahoré (Mayotte) a chome e dalc'h Bro-C'hall. Er bloavezhioù 1990 e voe rannet ar stad, gant inizi Nzwani ha Mwali o tispartiañ diouzh Ngazidja. Ne chome nemet an enez vrasañ e dalc'h ar stad kreiz. E 2002, avat, e oa bet adunanet Ngazidja gant an inizi all, dindan ur vonreizh nevez. E 2008, adarre, he deus klasket Nzwani mont diouzh he zu, met adstaget eo bet ouzh ar peurrest eus ar stad, gant an arme.