Napoléon Louis Bonaparte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Napoléon Louis Bonaparte.

Napoléon Louis Bonaparte ( Napoleon Lodewijk II Bonapartee nederlandeg) a oa ganet e Paris, d'an 11 a viz Here 1804 , hag a varvas e Forlì, en Italia, d'ar 17 a viz Meurzh 1831.

Mab e oa da Louis Bonaparte, roue Holland ha breur an impalaer Napoleon, ha da Hortense de Beauharnais, a oa merc'h da Joséphine de Beauharnais.

Breudeur[kemmañ]

Daou vreur en doa:

Roue[kemmañ]

Roue Holland e voe e-pad un nebeud devezhioù en e vugaleaj, e 1810, war-lerc'h e dad, evel Lodewijk II.

E 1815 , goude emgann Waterloo ez eas d'an harlu;

Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas d'e geniterv Charlotte Napoléone Bonaparte, merc'h da Joseph Bonaparte, breur henañ Napoleon I.

Carbonaro e oa, ha gant e vreur Louis Napoléon e reas un irienn e Roma e 1830. Kuit e voent kaset. E 1831 e kemeras perzh en emsavadeg an dugelezhioù e kreiz Italia. Mervel a reas en emgann Forlì a-enep an Aostrianed.

Beziet eo e Saint-Leu-La-Foret, en Île-de-France.