Nanahuatzin

Eus Wikipedia
Nanahuatzin, unan eus an doueed deskrivet er c'hodex Borgia

Nanahuatzin, anvet ivez Nanahuatl, a oa doue an uvelded, hag a zeuas da vezañ ar pempvet heol e Mitologiezh an Azteked[1]. Goude e dreuzfurmadur e reer Ollintonatiuh anezhañ ("Heol a lusk"). Hervez ar c'hodex Borgia e veze diskouezet evel un den o tont er-maez eus flammoù[2].

Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra anv an doue Nanahuatzin eus an nahouatleg ha savet eo gant an elfennoù nanahuatl « gwerbl, yoc'henn, burbuenn », ha -tzin ul lost-ger enorus hag a ziskouez an doujañs.

Gwengel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Choazet e oa war un dro gant Tecciztecatl evit dont da vezañ ar pempvet heol, en em daol e tan an aberzh da gentañ hag en em dro en heol.

Hervez ar vojenn en em brientas an daou zanvez-heol e-pad pevar deiz ouzh en em c'hlanaat hag oc'h ober profoù. Kement a brofe Tecciztecatl a oa prizius. Kinnig a rae pluñv Ketzal, polotennoù neud aour ha drein koural e-skoaz Nanahuatzin a brofe polotennoù foenn, raoskl ha drein maguey goloet gant e wad. An nozvezh kent an aberzh, Tecciztecatl, a oa bet choazet da lammat en tan a gemeras aon. Abalamour da se eo Nanahuatzin a lammas en tan da gentañ. Estlammet gant kalonegezh an doue all, Tecciztecatl a lammas d'e dro, met kastizet e voe evit e laoskentez gant an doueed all a daolas ur c'honifl ouzh e zremm. Leuskel a reas un tarch war e zremm a viras outañ a skediñ kement hag an heol, hag abalamour da se e teuas da vezañ al Loar na c'haller gwelet nemet e-pad an noz[3]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Adela Fernández, Dioses Prehispánicos de México, mitos y deidades del panteón náhuatl, Mexico, 1998 (ISBN 968-38-0306-7)
  2. Otilia Meza, El Mundo Mágico de los Dioses del Anáhuac, Mexico, 1981, pp. 135-142 (ISBN 968-35-0093-5)
  3. Florescano, Enrique, El mito nahua de la creación del cosmos y el principio de los reinos, p. 58. (2015).