Mec'hikaed

Eus Wikipedia
Musik ha dañs e-pad ul lid, hervez Codex Firenze

Ar Vec'hikaed (e nahouatleg : Mēxihcah, /meːˈʃiʔkaʔ/[1], pe Mēxihcatl en unander, pe Mexica, a oa ur bobl nahouatlek henvroat eus traoñienn Mec'hiko a oa e penn an Impalaeriezh Aztek. Diazezañ a reas ar Vec'hikaed keoded Mec'hiko-Tenochtitlan, war un enezenn eus Lenn Texcoco, e 1325. Ur strollad all en em zispartias a-raok sevel keoded Mexico-Tlatelolco gant ul lignez rieien disheñvel. E 1521 e oant aloubet gant ur c'hevredad Konkistadored spagnol ha pobloù henvroat, en o mesk an Dlaxcalteked, renet gant Cortés.

Anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Vec'hikaed o deus roet o anv da Vec'hiko (Mēxihco /meːˈʃiʔko/ e nahouatleg), da lâret eo ar bourc'hadennoù e traoñienn al lec'h zo deuet da vezañ kêr Mec'hiko hiziv. Anavezet e oa ar strollad-se evel ar "Goulhouaed-Mec'hikaed" ivez abalamour d'o c'hevredad gant o amezeien Coulhouaed, diskennidi eus an Dolteked, a oa o chom e kêr-benn Toltek Tula. Mec'hikaed Tenochtitlan a veze graet "Tenochcaed" anezhe ivez, un anv a zeu eus hini o altepetl (keoded-Stad) : Tenochtitlan, hag eus anv diazezer Tenochtitlan, anvet Tenoch[2].

Savet e oa an anv Aztek gant Alexander von Humboldt a stagas Aztlan ("Lec'h ar c'herc'heiz"), o bro c'henidik mojennel, ouzh tec(atl) "pobl eus"[2]. Alies hiziv e tave an anv "Aztek" da bobl vec'hikat Tenochtitlan, Mēxihcah Tenochcah, un anv meuriad roet da Vec'hikaed Tenochtitlan hepken, ha morse da re Dlatelolco anvet Cōlhuah pe Coulhouaed[3][4][5][6]. Graet e vez alies gant ar ger Azteked d'ober anv eus Vec'hikaed, met ivez eus ar pobloù nahouatleger eus Traoñienn Mec'hiko hag eus ar broioù tost[2][7].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Nahuatl Dictionary. (1990). Wired Humanities Project. University of Oregon. Retrieved August 29, 2012, from link
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Frances F. Berdan "Mesoamerica: Mexica." In Encyclopedia of Mexico: History, Society & Culture, edited by Michael S. Werner. Routledge, 1998.
  3. Barlow, 1949
  4. León-Portilla, 2000
  5. Smith, 1997, p. 4 a skriv : "Evit ur bern tud ar ger 'Aztek' a ra dave en un doare strizh da annezidi Tenochtitlan (ar bobl Vec'hikat), pe marteze da annezidi Traoñienn Mec'hiko, an diazad ma oa ar Vec'hikaed ha strolladoù aztek all o chom. Krediñ a ran ez eo poellekoc'h astenn termenadur "Aztek" d'ar pobloù eus an uheldirioù tro-ha-tro ouzhpenn annezidi traoñienn Mec'hiko. En nebeud kantvedoù a-raok donedigezh ar Spagnoled e 1519, pobloù an tolead bras-se a gomze holl nahouatleg (yezh an Azteked), ha krediñ a raent holl e teuent eus ul lec'h mitek anvet Aztlan (Aztlan eo gwrizienn ar ger "Aztek," ul liketenn vodern na oa ket implijet gant an Azteked o-unan)"
  6. Lockhart, 1992, p.1 a skriv, "An dud-se a ran Nahouaed anezhe, un anv a implijont o-unan a-wezhioù hag an hini a zo deuet da vezañ ar boaz hiziv e Mec'hiko, kentoc'h evit hini Azteked. An anv diwezhañ-mañ n'eo ket emsav evit meur a abeg : Goulakaat a ra un unaniezh hogos broadel ne oa ket anezhi, sachañ a ra an evezh war ur geoded impalaerel berrbad, stag eo en un doare strizh d'ar prantad a-raok an aloubadeg, hag hervez kriterioù hon amzer, e implij evit forzh piv estroc'h evit ar Vec'hikaed (annezidi kêr-benn an impalaeriezh, Tenochtitlan) a vefe bet amreizh memes pa vije bet anv kentañ ar Vec'hikaed, ar pezh n'eo ket"
  7. Hanson, Victor Davis (2007-12-18). Carnage and Culture: Landmark Battles in the Rise to Western Power (in en). Knopf Doubleday Publishing Group. ISBN 978-0-307-42518-8.