Mouchouer-godell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mouchouer-godell e lin.
Mouchouer danvez. Anv an oberier a c'haller gwelout warnañ.
Maouez o kimiadiñ diouz he fried en daolenn Goodbye - On the Mersey gant James Tissot.

Ur mouchouer-godell, pe mouchouer (met mouchouerioù all zo), pe frilien, pe lien-fri, zo ur pezh danvez a vez gant an dud en ur c'hodell evit gallout c'hwezhañ pe torchañ o fri peurvuiañ.

Implijoù all zo d'ar mouchouerioù-godell: torchañ an tal pa vezer dour-c'hwez, ar gwad pa vezer o wadañ, an daeloù pa vezer o ouelañ, lakaat war ar penn pa vezer diskabell dindan an heol, ha da vare ar c'himiad.

Kimiad[kemmañ]

Implijet e veze ar mouchouerioù da goulz ar c'himiadoù bras pa vezent hejet en dorn.

Daeloù[kemmañ]

implijet e vez ar mouchouer-godell da dorchañ daeloù diwar ar jodoù.

Hervez ar skrivagner Ambrose Bierce (Devil's Dictionary):

Mouchouer-godell : karrezadig seiz pe lien a selvij da seveniñ kargoù mezhus liesseurt, a denn d'an dremm, ha talvoudus en obidoù evit kuzhat an diouer a zaeloù.

E godell ar bruched[kemmañ]

Gwiskamantoù gant korn ur mouchouer war ar bruched.

Gant porpantoù zo e vez lakaet ur mouchouer e godell ar bruched ha diskouezet ur c'horn anezho.

Ober ar mouchouerioù[kemmañ]

Ar mouchouerioù zo e lin pe kotoñs.

Mouchouerioù paper[kemmañ]

Mouchouerioù-fri paper a zo abaoe un toullad bloavezhioù.