Michel Mohrt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Michel Mohrt e 2007.

Michel Mohrt a zo ur skrivagner breizhat gallek ganet e Montroulez d'an 28 a viz Ebrel 1914, ha marvet d'ar 17 a viz Eost 2011. Ezel e oa eus an Académie Française, ha priz bras romant an Académie Française en devoa bet e 1962 evit La Prison maritime a zo e levr anavezetañ ma vez taolennet ennañ Emsav Breizh a-raok ar brezel.

Michel Mohrt hag ar brezhoneg[kemmañ]

Skeudennet e oa bet gantañ levr Jakez Riou Gorsedd Digor (1928). Pa oa bet degemeret en Académie Française e 1985 en devoa distaget un nebeud bommoù brezhoneg, ha Jean d'Ormesson en devoa degemeret anezhañ gant ur frazenn vrezhonek ivez, en e brezegenn[1]. Savet e vije bet a-enep mennad an Académie Française a-enep meneg ar yezhoù-rannvro e bonreizh ar Republik c'hall[2].

Liammoù diavaez[kemmañ]

Daveennoù[kemmañ]

  1. Pennad ABP da geñver e varv.
  2. [1]