Memor Compact Flash

Eus Wikipedia


Ur vemor "Compact Flash" 128 Me gant un azasaer PCMCIA

Ur rizh kartenn memor eo ar vemor "Gompact Flash" o kaout enni ur reoler memor gant memor "flash" endalc'het e-barzh ur glozenn a vent dister (42,8 mm a hirder ha 36,4 a ledander). Krouet e oa bet e 1994 gant ar c'hevredad SanDisk.

Daou rizh Compact Flash a zo disheñvel o ment :

  • Hini Compact Flash a rizh I a zo he fetisder 3,3 mm,
  • Hini Compact Flash a rizh II a zo he fetisder 5 mm,

Kempleg eo ar C'hompact Flash diouzh ar reolad PCMCIA/ATA.

Arouezet e vez ar memorioù Compact Flash gant o barr. Bez' ez 'eus memorioù 128 Me (Mega eilenn), 256 Me, 512 Me, 1 Ge.

Implijoù ar vemor Gompact Flash[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arveret e vez alies bremañ ar memorioù-se da hizivaat ijinennoù 'zo evel da skouer al luc'heilerezioù pe ar savennoù liesarc'hwel vureveg. D'hen ober e vez aveet kartennoù elektronek pennañ an ardivinkoù-se gant ur c'hennasker azas. Pa vez lakaet an ijinenn war enaou en-dro goude bezañ lazhet anezhi ha luget ar vemor, e c'hell ar c'horrgoulev ("firmware") en em gargañ e-barzh memor sonn ar gartenn bennañ.

Arveret e vezont ivez alies e-barzh al luc'hskeudennerezioù niverel da kadaviñ al luc'hskeudennoù.

A-hend-all e c'heller kennaskañ ar vemor Gompact Flash ouzh kennasker PCMCIA un urzhiataer hedoug evel un drobarzhell. Da c'hellout implijañ anezhi e ranker neuze he mentrezhañ evel ma vez graet gant ur gantenn galet.