Memor elektronek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Memorioù kreiz ha memorioù a dolp

Anvet e vez "Memor" an holl barzhioù elektronek en araez da gadaviñ ent padennek roadennoù. Daou rizh memor a zo :

  • Ar vemor greiz pe memor diabarzh a vez en araez da gadaviñ ar roadennoù e-kerz erounezadur ar goulevioù (pe sevenadur ar programmoù). Ergrafet e vez gant amredoù elektronek arbennik herrus. Klotaat a ra gant pezh e vez anvet "memor bresk" pe RAM.
  • Ar vemor a dolp pe vemor diavaez pe c'hoazh memor alvezel e vez graet ganti da gadaviñ ar roadennoù war un hir dermen goude ma vez lazhet an urzhiataer. Klotaat a ra gant an aveadoù kadaviñ gwarellek evel ar c'hantennoù kalet, ar c'hantennoù helam pe gweledel (CD-ROM pe DVD-ROM), pe c'hoazh ar vemor sonn.

Arouezadurioù teknikel[kemmañ]

An arouezadurioù teknikel pennañ a zo :

  • Ar barr a zo kementad uc'hek ar stlenn a c'hell ur vemor kadaviñ (e bitoù),
  • An amzer haeziñ a glot gant ar spas amzer etre ar goulenn skrivañ/lenn hag hegerzded ar roadenn,
  • An amzer gor (pe an amzer gelc'hiad) a zo ar spas amzer izek etre div haezadenn genheuilh d'ar vemor,
  • Ar c'has a zo ar c'hementad roadennoù eskemmet e-kerz ur werzh amzer, e bitoù dre eilenn.
  • Ar steuzidikted a zo gouested ur vemor da virout ar roadennoù pa ne vez ket porzhet ken.

Ur vemor vat-kenañ a zo unan neuze hag he deus ur barr uhel, un amzer haeziñ hag un amzer gor izel, ur c'has uhel hag ur steuzidikted izel.

E-barzh un urzhiataer e vez lakaet memorioù a galvezourieh disheñvel hervez ar roll o do da c'hoari da lavaret eo hervez an darvenn e vez goulennet digante e-keñver ar roadennoù.

Kevreg-memor.png

ne : nano eilenn

me : mikro eilenn


Nebeut a vemor e-touez ar re herrusañ a zo e-barzh an urzhiataer lakaet e-kichen ar c'hewerier hag ar memorioù a dolp a vez arveret da gadaviñ ar stlennoù ent padel.