Mary Read

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mary Read o tiskouez ez eo ur vaouez.
(engravadur gant Alexandre Debelle in Histoire des pirates et corsaires de l'Océan, skrivet gant P. Christian)

Mary Read (tro 1690–1721) a zo unan eus an div vorlaerez vrudetañ (gwelout Anne Bonny).

He buhez[kemmañ]

Mary Read a zo bet ganet en Devon ( Bro-Saoz) e dibenn ar XVIIvet kantved. Pa varvas he breur Willy e krogas he mamm (intañvez ur c’habiten) da wiskañ anezhi evel ur paotr gant ar pal kenderc’hel da resev argant a-berzh mamm-gozh Mary (fellout a rae d’ar vamm-gozh ma vefe roet hec’h argant d’ar bugel henañ). Mary a voe mevel da gentañ ha goude-se e voe ezel skipailh ur vag hag ec’h emouestlas en arme. Eno e kejas ouzh ur marichal al lojeiz hag e timezas gantañ. Un ostaleri (Ostaleri an Tri Houarn Marc’h) a savjont asambles e Breda. Goude pevar bloaz e varvas gwaz Mary hag e voe serret an ostaleri. Mary a zeuas a-benn da lakaat krediñ e oa bepred ur paotr, hag ec’h emouestlas war vourzh ur vag kenwerzh izelvroat dindan an anv Mark Read. Preizhataet e voe ar vag gant ur vag morlaeron a Vro-Saoz. Hevrez lod e vije bet degemeret Mary ganto, hag o dije kaset anezhi betek New Providence (Bahamas). E-pad ar veaj-se e kejas ouzh Jack Rackham hag ouzh Anne Bonny (hag a oa ivez gwisket evel ur paotr hag anvet Adam Bonny). Rackham a zegemeras anehzi en e skipailh, dre ma soñje e oa ur paotr. Iskis e kavas memestra an darempred etrezi hag Anne Bonny, hag e tizoloas diwezhatoc’h e oa ur plac’h ivez.

Mary Read oc’h en em gannañ

Ur pennadig amzer goude e voe kaset meur a vag vrezel da dapout Jack Rackham hag e skipailh (dekred gouarnour Jamaika bet embannet d’ar 5 a viz Gwengolo 1720). Ne voe kemm ebet e emzalc’h Rachkam, Bonny ha Read : kenderc’hel a rejont da breizhata par ma c’hellent. E-touez ar bagoù taget ganto e voe Royal Queen, perc’hennet gant Chidley Bayard, bet karantezig Anne, ha renet gant ar c’habiten Hudson. Boemet e voe hemañ gant Anne, ha leuskel a reas anezhi da vont war vourzh e vag. Dramm a roas dezhañ evit chom hep tremen an noz gantañ, hag e skuilhas dour war holl ganonioù ar vag. An deiz war-lerc’h e voe taget ar vag gant skipailh Revenge, trec’h e voe. Ne varvas den war-bouez Hudson, bet lazhet gant Mary Read dre warizi. E miz Here 1720 e kasas gouarnour Jamaika soudarded ar c‘habiten Barnet da dapout Jack Rackham hag e skipailh, ennañ Mary Read hag Anne Bonny. Mary hag Anne Bonny a voe heuget pa weljont e voe divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ (hervez lod e vijent bet mezv). Daou anezho a voe lazhet ganto, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eurvezh a-raok m’en em zaskorjas an div vaouez. Ne voent ket kondaonet d’ar marv peogwir e lavarjont e-pad o frosez e oant dougerezed. Mary a gasas dibenn he buhez en toull-bac’h, sur a-walc’h e varvas abalamour d’ar derzhienn velen, pe marteze abalamour d’ur golladenn e miz Ebrel 1721.


Levrlennadur[kemmañ]

  • Les insoumises, gant Jean Haechler, embannet gant Nouveau Monde, 2007
  • Louves de mer, gant Zoé Valdes, embannet gant Gallimard / Folio, 2006
  • Chasseurs de trésors et autres flibustiers, gant Olivier ha Patrick Poivre d’Arvor, embannet gant Menges, 2005

Romantoù diazezet war vuhez Mary Read[kemmañ]

  • Mireille Calmel, Lady Pirate (2 levrenn), Xo, 2005
  • Alain Surget, Mary Tempête, embannet gant Père Castor Flammarion, 2007