Mont d’an endalc’had

Martial Pézennec

Eus Wikipedia

Martial Pezenneg, ganet e Groñvel e 1933 ha marvet e Roazhon d'ar 5 a viz Gwengolo 2010, a oa ur soner hag a zo bet oberiant e bed ar sonerezh hag an dañserezh breizhek.

Bugaleaj ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo e Groñvel. Aet e oa e-barzh kelc'h keltiek Groñvel e 1946 ha da soner e Kevrenn Rostrenenn e 1948. Kengrouer Kelc'h Keltiek Abati Langoned (Korollerien an Ele) e oa gant Sam Le Poupon ha Fañch Auffret e 1952. Kontet en deus e vugaleaj en ul levr anvet De mémoire vive e 2009

Adalek 1953 ez a da soner e Kelc'h Keltiek Roazhon hag e Kevrenn Roazhon. Gant Jean-Yves Roche e krou ar bagad evit ar vugale "Yaouankiz Breizh" a zeuio da vezañ Bagad Kadoudal. Mont a ra e bodad renerezh Bodadeg ar Sonerion e 1962. Titl gwellañ soner daou-ha-daou e Breizh e 1963 a dap gant e vignon Sam Le Poupon ha gantañ ec’h embann meur a bladenn sonerezh : "Dañs Fisel", "Au pays des Mille Boutons", "Noce bretonne à Plouray".

Ekonomiezh ha politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distroet d’ar vro e 1967 e sav un ti-moulañ (Ti-moulañ Kreiz-Breizh) e Rostrenenn. Engouestlet eo neuze e buhez sevenadurel, armerzhel ha kevredigezhel ar vro. Krouer ha kadoriad Foar-diskouez Kreiz-Kornôg Breizh eo neuze hag e ro lañs da gevredigezh kevelouriezh Rostrenenn gant Kantirk (Iwerzhon). Dilennet eo e kuzul kêr Rostrenenn ha deuet oe da vezañ eilmaer e 1983.

En e di-moulañ e veze moulet ''La Nation Bretonne'', kelaouenn Glenmor, Xavier Grall hag Alain Guel.

Bodadeg ar Sonerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1962 e voe dilennet e Komite Ren BAS (Bodadeg ar Sonerion). E 1982, e voe dilennet e plas Polig Monjarret e penn BAS. E-pad 9 bloaz e vez addilennet. Asantiñ a reas e 1986 derc’hel post kadoriad kreizienn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour e-lec’h ma chom e-pad 13 vloaz. He c'hadoriad a-enor eo bet da c'houde. Diouzh un tu all e chom ezel eus meur a gevredigezh (SUAV, "Glenmor : an distro", h. a.).

Roet eo bet dezhañ kolier "Urzh an Erminig" e 2007 e Sant-Brieg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]